Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —


  1. O Kalon sakr eus ma Jezuz
    Kalon meurbet karantezus
    Plijit selaou ar pedennou
    A sav eus kreiz hon c’halonou.

  2. C’houi eo ar vammenn dalvoudus,
    Eus ar grasou krenv ha nerzus
    A c’hallan Kaout da bep mare
    ’vit derc’hel buhez em ene.

  3. O kalon Sakr c’houi ’zo eun nor
    Hag a welan bepred digor,
    Da zegemer ar bec’herien,
    Pa ouzont ober pinijenn

  4. Bet oun, siouaz, o ma Salver
    Dianaoudek en ho kenver :
    Sellit ous ma ene dic’hrad,
    Distrei a ran a galon vat.

  5. Torret em eus lezenn Doue.
    Kant ha kant mil gwech em buhe(z) ;
    Muntrer euzus, bugel divat,
    Treuzet em eus kalon ma Zad !

  6. Pastor mat c’houi hoc’h eus klasket
    An danvad a oa dianket,
    Setu hen o c’houlenn Pardon,
    Digorit d’ezan ho kalon.

  7. Stouet holl betek an douar,
    Hon c’halon rannet gant glac’har,
    (Lavaromp d’ezan, truezus :)
    Pardon, Pardon, Kalon Jezus !

  8. Pardonit d’imp-ni Kristenien
    An diegi, ar yenijenn
    Hon eus het ouzoc’h, keit amzer,
    Er Sakramant eus an Aoter.

  9. Pardonit c’hoaz au torfejou,
    An dismegans, ar blasfemou,
    Graet enep d’eoc’h gant an dud rall,
    Ken gwaz hag er C’halvar gwechall !