Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —



  1. War ar parkou noaz hag hudur
    Kerkent e ledas a glazur,
    Bleuniou ’n e douez ha magadur.

  2. An den ivez ’zo graet gantan,
    Kement hon eus a zo d’ezan,
    Koulz er bed all hag er bed-man.

  3. E deiz ar Varn, hen a hejo
    Hag a zrailho ’vel ma karo
    Heol ha stered, bev ha maro.

  4. O Pegen krenv dourn hon Roue !..
    Krenvoc’h e gavan koulskoude
    Pa sonjan en e garante(z).

  5. Diskenn ’ra ’n eur c’hraou evidomp,
    Paour ha sempl e vev eveldomp,
    E vouez a gelenn ac’hanomp !

  6. Mervel a ra war ar C’halvar
    Evit bugale ken digar
    Stag’ o c’halon ouz an douar !

  7. Chom ’ra dalc’hmat war an Aoter
    Dindan spesou mut ha dister,
    Gant aon da sponta ar pec’her !

  8. Ha goude eun nebeut poaniou,
    Skanvaet gant e holl c’hrasou,
    E tigor d’imp dor an Nenvou !

  9. Mari e Vamm hag hon Mamm vat,
    Deut ganimp da drugarekaat
    Jezuz hon Roue hag hon Tad !




N° XX. — O Kalon Sakr



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \clef treble
      \key g \major
      \tempo 4=54
      \time 2/4
      g'4 e8 fis | \time 3/4 d4 g a8 b | \time 2/4 g4. r8 | \break
      g4 a8 b | \time 3/4 c4 b g16( a) b8 | \time 2/4 a4. r8 | b4 a8 g | \break
      \time 3/4 g8( fis4)\breathe g8 a b | \time 2/4 a4. r8 | b4 a8 g | \break
      \time 3/4 g4 d e8 fis | \time 2/4 g4. r8 \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      O Ka -- lon sakr eus ma Je -- zuz
      Ka -- lon meur -- bet ka -- ran -- te -- zus Pli -- jit se --
      laou ar pe -- den -- nou A sav eus
      kreiz hon c’ha -- lo -- nou.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #125
    ragged-last = ##t
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }