Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/216

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 216 —

asped, grit eur sell a drugarez ouz an herez en deus prenet Jezuz-Krist gant e wad ha lakait ivez ho kalloud hag ho madelez d’hon sikour en hon ezommou.

Beilhit, o diwaller meurbet fur an tiegez santel, beilhit war ar bobl dibabet gant Hon Salver Jezuz-Krist ; pellait diouzimp, Tad meurbet karantezus, pep gwalenn gevier, pep klenved eneou ; eus lein an Nenv, er brezel diskleriet d’imp gant sperejou an denvalijenn, diskennit d’hon c’hrenvaat, c’houi hon skoazell meurbet nerzus ; hag evel m’hoc’h eus gwechall tennet ar Mabig-Jezuz eus riskl bras ar maro, evel-se breman difennit Iliz Santel an Aotrou Doue ouz lasou hec’h enebourien hag ouz pep reuz fall.

Bezit hon difenner da virviken, evit ma c’hallimp e sklerijenn ho skoueriou mat, harpet war ho prec’h madoberus, beva evel sent, mervel e gras hon Salver, ha kaout en Nenv an eürusted a bado bepred. Evel-se bezet graet.

————

Ma lezen-me eo ma ’n em garfet an eil egile evel am eus ho karet.

Jezuz-Krist.


Evel-se bezet gret.


————