Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/215

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 215 —



Pedennou goude Bennoz ar Sakramant
————

Meuleudi da Zoue !
Meuleudi d’e Ano santel !
Meuleudi da Jezuz-Krist, gwir Doue ha gwir den !
Meuleudi d’Ano santel Jezuz !
Meuleudi d’e Galon Sakr !
Meuleudi da Jezuz e Sakramant an Aoter !
Meuleudi da Vamm Doue, ar Werc’hez c’hlorius Vari !
Meuleudi da Vari krouet-dinamm !
Meuleudi d’Ano Mari, Mamm ha Gwerc’hez !
Meuleudi da sant Jozeb, pried santel ar Werc’hez Vari !
Meuleudi da Zoue dre an Aelez hag ar Sent eus ar Baradoz !





Pedenn da St-Jozeb, graet gant ar Pab Leon XIII
————

O Sant Jozeb eürus, e-kreiz hon trubuilhou e teredomp d’ho kaout, ha goude beza goulennet skoazell ho Pried meurbet santel, e c’houlennomp ivez gant fizians beza difennet ganeoc’h. Dre ar garantez a Mage ho kalon ouz hini ar Werc’hez dinamm, Mamm Doue ; dre an deneridigez a dad hoc’h eus douget d’ar Mabig-Jezuz, ni hoc’h