Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/142

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 142 —



  1. O ! dont a ray hep pelldale
    ’Vel bugel ’-touez e vugale :
    Nerz a roy d’imp ha sklerijenn,
    Ma fell d’imp ober pinijenn.

  2. D’eun arc’hael gant Doue kaset
    Betek he zi e Nazared,
    Ar Werc’hez Vari respontas :
    « Mat eo, Mamm ’vin d’ar Mesiaz. »

  3. Eur steredenn en oabl glas-pers
    Etrezek ar Jude a gerz ;
    War he lerc’h prinsed a-bell bro,
    A weler o tont war-eun-dro.

  4. War Vetleem, eus an Nenvou,
    An Aelez a daol o sellou :
    Eur veuleudi o deus desket
    Na oa ket bet biskoaz klevet.

  5. Krouer ar bed, c’houi adarre
    Zo douget evit ho pugale ;
    D’eoc’h ha da Jezuz ’n e gavell
    Hon eus hast da gana Nouel.




N° CVIII. — Deut, Salver ar bed.
Ton : XXV


  1. Deut, Salver ar bed, diskennit,
    Ha diouz Satan Hon dizammit ;
    Diskennit eus ar Baradoz,
    Ni ’zo pell ’zo ouz ho kortoz.

  2. Graet e bec’hed, hon tad Adam
    A rankas kuitaat an Eden :
    Abaoe ’veltan pebez samm
    N’hon eus ket ni ranket dougen.

  3. Raktal, eneb d’e vugale,
    An diaoul a stignas e lasou,
    Hag an dud dallet dizale,
    A ’n em golle a-vagadou.

  4. War ar bed kablus, ma Doue,
    An dour-beuz hoc’h eus c’houi ledet ;
    Eiz den hepken en Arc’h Noe
    Ouz ar maro a voe miret.