Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/132

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 132 —

Diskan.
    Me ’zo kristen ha gant enor
    Dirak an holl m’hel lavaro :
    Beza kristen, kaera teñzor
    ’-pad ar vuhez hag er maro

  1. Me ’zo kristen, dour ar vadeiant
    Abred a ruilhas war ma zal :
    Setu dre c’halloud ar Sakramant
    Voe gwalc’het ma ene raktal.

  2. Me ’zo kristen bugel da Zoue
    ’N deus ma c’hrouet, korf ha spered ;
    Ra vo eta bepred ma roue,
    Da c’hortoz an eürusted.

  3. Me ’zo kristen, ha d’am dasprena
    Jezuz en deus skuilhet e wad ;
    Ouz e garout, p’eo ma breur hena,
    Evidoun-me, na pebez mad !

  4. Me ’zo kristen ; e-kreiz ma ene,
    Ar Spered-Santel war e dron,
    Evidoun-me na pebez leve
    E gaout gant e seiz donezon !

  5. Me ’zo kristen ; O Iliz Santel,
    Senti ’rin ouzoc’h gant doujans :
    Kuzet dindan tommder ho mantell,
    E c’hallin kaout dalc’hmat fizians.

  6. Me ’zo kristen ; ’vel eur beajour,
    Dre hent ar vuhez e kerzan :
    Madou ar bed a zo re dreitour,
    Outo biken n’en em stagan.