Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/131

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 131 —



  1. Drezan ’teu d’imp a-berz Doue
    Gwir vagadurez d’hon ene :
    Ar wirionez, d’he heul an hent
    Hon reno sur da vro ar sent.

  2. Hon sent-gwechall a-dreus ar mor
    A zouaras ’n hon Bro-Arvor,
    Evit prezeg an Aviel,
    Da gristena hon Breiz-Izel.

  3. Abaoe, ’hed ar c’hantvejou,
    O deus tridet hon eneou,
    Dindan skeud an daou vanniel :
    Kroaz Jezuz hag e Aviel.

  4. ’Vel hon tud-koz, chomomp bepred
    Disi a galon, a spered,
    Ha lavaromp : « D’hon feiz kristen,
    Treitour biken, treitour biken »

  5. O Sent hon bro, bezit truez
    Ouzimp hed-ha-hed hon buhez ;
    Grit mac’h heuilhimp lezenn Doue,
    ’Vit mont ganeoc’h d’an Nenv, goude.




N° CI. — Me ’zo Kristen.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4=88
      \time 2/4
      \partial 16*1
      g'16^\markup {\italic Diskan} g4 a | g4. f8 | e4 f | g4. r16 d \break
      d4 e | f4. g8 | a4 g | e4. r16 g \break
      g4 a | g4. f8 | e4 f | g4. r16 c \break
      b4 a | g4. r16 c | b4 d | c4.\fermata r16 c \bar "||" \break
      c4 c | g4. g8 | a4 a | a4.( g8) \break
      g4 r8 g | f4 f | e4. g8 | a( g) f( e) \break
      d4. r16 c' | c4 c | g4. g8 | a4 a \break
      a4.( g8) | g4 r8 c | b4 a | g4. g8 \break
      b4 a | g4. r16 \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      Me ’zo kris -- ten ha gant e -- nor di --
      rak an holl m’hel la -- va -- ro_: Be --
      za kris -- ten, kae -- ra teñ -- zor ’-pad
      ar vu -- hez hag er ma -- ro Me
      ’zo kris -- ten, dour ar va -- de --
      iant A -- bred a rui -- lhas war ma
      zal_: Se -- tu dre c’hal -- loud ar Sa --
      kra -- mant Voe gwal -- c’het ma e --
      ne rak -- tal.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #125
    ragged-last = ##t
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }