Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/102

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 102 —


EN ENOR DA SANTES TEREZA AR MABIG JEZUZ
————


N° LXXXIII. — Gant fizians vras ni ’zeu d’ho pedi.
Ton : LX


  1. Gant fizians vras ni ’zeu d’ho pedi,
    Tereza ar Mabig Jezuz,
    Peogwir ’fell d’eoch hon darempredi
    Goude ho maro eurus.
Diskan.
  1. Selaouit pedenn ho pugale,
    Ha lezit da goueza warne
    Ar gliz roz a raio hepdale
    Diwan bleunv kaer en o ene. (2 w).

  2. C’houi c’hoarezig dinamm an Aele(z),
    Na stokas kammed fank ar bed
    Ouz ar sae ken gwenn ’wiske hoc’h ene.
    Mirit hon c’halon glan bepred !

  3. Grit d’imp heulia hent ar vertuziou,
    Ha dreist-holl santelaat ar boan,
    Beza, pep-hini, ’pad e zeiziou,
    Kristen direbech ha dizoan !

  4. « An Nenv a zo evit ar bugel »,
    Hervez komz hon Salver Jezuz,
    Er skol ganeoc’h lec’h klask ’n em sevel,
    Ni ’vo doujus, karantezus !

  5. « Ar Baradoz, ’vidoc’h ’n em guze
    En Osti Sakr » pa oac’h aman ;
    Hon renit ’ta da gaout an hent-se
    Ha deskit d’imp komunia(n).

  6. Grit ma welo sklaer-mat hon spered
    Talvoudegez an oferenn,
    Kaera tra c’hallfe beza klevet,
    Hag a c’hras ar wella mammenn.

  7. Dreist-holl ra vo deiz santel ar sul
    Roet da Zoue penn-da-benn ;
    Eno peurvuia ’man ar muzul
    Eus talvoudegez ar c’hristen.