Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/101

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 101 —



  1. Jan d’Ark, en ho yaouankiz ’vidoc’h pebez glac’har
    Gwelout ho pro ken karet, he stad eur gwir galvar,
    Beuzet eo ho taoulagad en eur mor a zaerou,
    Gwad ho preudeur o ruilha war ar maez, er c’hêriou.

  2. Jan d’Ark, sec’hit ho taerou, grit eur sell ouz an Nenv,
    Ha kent pell an enebour ’ranko souza a-drenv ;
    Bro-C’hall ’vo dichadennet, dre zourn eur plac’h dister,
    C’houi ’eo, krogit ’n ho kleze, hag ar pal a dizfer.

  3. Jan d’Ark, deut eo ar mare da guitaat evit mat,
    Ho tenved hag ho kerent, breudeur ha mamm ha tad ;
    Eman Santez Marc’harid, ganti Santez Katel,
    Ouz ho pedi, truezuz, da rei d’ho Pro skoazell.

  4. Jan d’Ark, gant brec’h ho Toue e voec’h kement harpet,
    Mar hoc’h eus graet burzudou, ganto ho Pro salvet,
    War ho panniel skrivet ano Jezuz, Mari,
    An enebour ’rank tec’hout, kaer en deus argadi.

  5. Jan d’Ark, tachenn ha tachenn, deut eo ganeoc’h an trec’h ;
    En eur yudal an treitour a rank kemer an tec’h.
    Entanet eo e galon a gounnar en e greiz,
    Met sakret eo da roue, dre ho perz, Jarlez seiz.

  6. Jan d’Ark, al labour dispar ’c’h eus graet betek breman
    A dlefe d’eoc’h talvezout mil bennoz, a gredan.
    Siouaz !… ez it da blega d’eur blanedenn c’haro :
    Gwerzet, taolet er prizon ha barnet d’ar maro.

  7. Jan d’Ark, gwenn eo hoc’h ene evel eul lilienn,
    Met kavet ez eus abeg en ho puhez kristen ;
    Eur barner kriz, digalon, ’n e gorf an droukspered,
    D’eur marv spontus ho parno : en tan viot devet.

  8. Jan d’Ark, en tandad, warnan ho korf santel
    Gant ar flamm a vo gwisket, evel gant eur vantell ;
    Kent mervel, ano Jezuz tridal ’ray ’n ho kenou,
    Ha prim evel eur goulmig, hoc’h ene d’an Nenvou.

  9. Jan d’Ark en Nenv galloudus, ni a zeu d’ho kervel :
    Harpit ar vro ’c’h eus karet, karet betek mervel
    Ha grit m’ho lezo Doue da sikour, c’hoaz eun dro,
    Ar re a labour bemdez da savetei o bro.

  10. Jean d’Ark, pa ’z oc’h c’houi breman e renk ar sentezed,
    Ni ho ped hag hoc’h asped, d’imp da veza klevet :
    Ar bed-man ’zo eur stourmad, ennan poan ha lenvou,
    Grit d’imp gounit al lore hon c’haso d’an Nenvou.