— O ! respountas ar gazez, p’e gwir e reketit
an dimezi-ze, an dra-ze zo eun dra c’hreat.
Ar verc’h oa en he c’hambr. Galvet oa da zont, dioc’h-tu. Pa zigouezaz, e zad a lavaras d’ezi en eur ziskwez Yeunik : « Setu aze ho kwas. »
— O ! evelkent, tad, c’houi ’gas an traou en dro, eun tammik buan, emezi.
Mez ne voe ket muioc’h a goziou. Hag an
eured a voe great en deveziou kenta, goude.
Eur mis bennag warlerc’h, ar gazez a lavaras d’ar roue : « Mall eo d’eomp mont d’hor bro. Rag c’houi ’oar, ho mab kaer a zo, ive, roue. Hag er vro, du-ze, e zujidi a zo pell ’zo o c’hedal anezan. Moarvad, zoken, int en em lakeat dija, da c’hrosmolat. Rag pa ne ve ket ar roue er gear an traou ne deont ket ker mad war o zu hag an dud ne vezont ket ker laouen.
— Ah ! nan zur, eme ar roue. Ama e tigouez kement-se, ive. Kent-se, c’houi yelo d’ho pro, er zizun-ma. Me ’yelo ganeoc’h kevret. Rag c’hoant em eus da welet e peleac’h e za ma merc’h.