he mestr, dre e gousk, e roe d’ezan taoliou pao.
Ne gouskas ket eur berad, kouls lavaret.
Diouz ar mintin, plac’h ar gambr a deuas da c’houlen digantan petra en dije d’e zijuni. Gwelet a ra ar gwele eün brao an traou varnan hag e za d’el lavaret d’ar roue.
— N’em oa ket lavaret, eme ar roue, oa
hennez eun Aotrou bras. Hirio, e kozein
d’ezan divar benn va merc’h.
Edont o tibri ho meren. Etre daou dam kig rost, ar roue ’lavaras : « C’houi ’zo den yaouank. Mez, me laka, ne jomoc’h ket er stad-ze. N’ho peus ket sonjet, a-wechou, kemeret eur vaouez ?
— O ! eo, eme ar gazez, ma kavfe eur plac’h yaouank euz e zoare e timesfe a galon vad.
— Mad. Me ’m eus eur verc’h, eme ar roue, eur verc’h euz ar re goanta ha euz ar re wella.
N’eo ket abalamour m’ eo merc’h d’in e lavaran an dra-ze deoc’h, mez abalamour ma zeo ar wirionez. Kerkoulz, c’houi ’velo anezi ha ma plij deoc’h, me vo eürus da veza ho tad kaer.