Krapig, a c’hellit kredi, oa lorc’h ennan. Sellet a reas ouz al lasou an eil goude egile. Ha pelloc’h — evid eun esa ha netra ken, — e chachas warno pep-hini d’e dro. Ha da viz mae e lakeas da goueza erc’h e Kastel-Paol ; kazarc’h e Mountroulez ; glao-puilh e Kastellin ; frim e Kemper hag avel-put ha skorn e Kemperle.
Mes kement-se n’oa nemet diwar c’hoari. En em lakaat a reas da ober e vicher nevez a zevri. Dreist-oll e tiwallas da rei gwall-avelou. Digas a rea war an douar an amzer en dije karet kaout ma vije bet c’hoaz en e diegez e traon Menez-Kelc’h.
Kaout a rea d’ezan ez ea mad an traou ha beb ar mare e lavare : « — Me laka n’o deus ket da glemm eus an amzer e Kastellin du-ze. »
Hag e frote e zaouarn hag e korde e varo :
« Evit ma en em glemmont, a lavare c’hoaz,
ne ouzoun ket peseurt amzer e vo red rei
d’ezo. »
Koulskoude, ar c’houec’h miz oa tremenet.