« C’hourier », ar garg nevez a roan d’it. Ma
teuez a benn da lakaat an holl eürus, me
roio d’it, keit ha ma vo ar bed en e zav, ar
garg am oa roet da zant Barnabas ha da
zant Medard.
An daou zant a gasas ar C’hastellinad da gambr an amzer, er baradoz.
En daou du d’ar gambr oa lasou a istribilh. A zindan al lasou oa skrivet : avel, glao, arne, amzer vrao, glao bihan, lukachen, ha me oar, c’hoaz ? Eun daouzek lasen bennak oa evel-se.
— Te, sel, a lavaras d’ezan an daou zant, n’ez peus netra da ober nemet chacha war al lasou evit kaout ar pez a zo skrivet a zindano. Pa ’pezo c’hoant kaout glao, chach war al las-ma ; amzer vrao : var al las-ze. War al lasou all e vo ar memes tra. Evel-se ez pezo an amzer a giri.
Kalz plijadur d’it er gambr-ma, aotrou Krapig ! Ni deuio en dro da welet, a-benn c’houec’h miz ama.
Hag int-i, sant Barnabas ha sant Medard, en em denna en eur gambr a gostez, d’ober eun taol c’hoari domino.