Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/172

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 171 —

bugale consevet er pec’het, bugale a goler, bugale a daonasion ; ha c’houi, Mari, c’houi hepqen a ro d’ar bed nonpas hepqen eur bugel biniget, pur ha didach ; mes eur bugel pehini a dle bean benedicsion ha silvidigez ar bed oll : rag Jesus eo ar soursen deus a bep gras, na neus hini a gement na veqet ar merit deus ar groas, hag ar briz deus ar poanio hag ar maro a neus soufret evidomp. Lec’h vras e meump eta da drougarecaad misericord Doue pehini a neus digoret dimp eun hevelep soursen a vado, ha pehini, dre Jesus, a garg ec’hanomp a bep sort graso. O ! mar comprenfemp en pesort stad oamp coet dre ar pec’het ! pegen dister oa hon gallout evit enem sevel biqen ! Mar comprenfemp deus pegen lies a valeur Jesus a neus hon miret, ha deus pegen bras mado a neus hon finvidicaat, gant pebes joausdet na deufemp-ni qet da laret da Vari gant santes Elizabeth : « Ia, biniget eo, ha bean eo evidomp eur soursen a venedicsion dreist muzur, ar Freuz ec’h eus douget entre ho taou goste ! » Ia, da vezo biniget evit james, Guerc’hez Vari , Jesus pe-