Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/171

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 170 —




C’HOEC’HVET DEVEZ VOARN’UGENT


————


Et benedictus fructus ventris tui.


Biniget eo ar freuz deus ho taou goste.


Doue a nefoa prometet da Abraham penos a dlee, eun dez, genel deus he lingne an Hini a vije silvidigez ar bed. Ar memeus promese oa had groet da Isaac, da Jacob, da Juda ha da David ; erfin, e teuas da vean rentet guir en personaj Mari pehini a disqenne deus a famill ar roue David. Mari a neus bet ar boneur da dougen entre he daou goste, ha da bresantin d’ar bed ar freuz-ze a venedicsion, ar Zalver-ze gortoet aboe qeit a amzer, a goude donediges pehini ac’h huanade oll vugale Adam. O Mari, biniget eo ar freuz ec’h eus douget. An oll vamo all na leqeont er bed nemet