Mont d’an endalc’had

Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/85

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Digouezout a reont, erfin, e tal dor ar c’hastel. Ar c’helc’hier, azezet dindan an apouel, a wel anezo hag a lavar, gand eur vouez henvel ouz ar gurun :

— En hano va mestr Belzebut, va ebeul eo m’ema ar paotr se azezet warnan. Ha penaos ’ta ec’h eus great evit her paka ?

— Kelc’hier brudet, ho preur eo en deus va desket. Va c’has a ra davedoc’h, da zigas d’eoc’h daou dra vurzudus, ar frouezen ma hag an itroun ze. Ma tebrit ar frouezen ho kaloun a vezo atao laouen ; ma kemerit an itroun da vatez, netra ken n’ho pezo da c’hoantaat er bed ma ! Kerkent ha ma krog ar c’helc’hier en aval, an itroun a stok anezan hag hel laka da goueza, foueltret neat.

Neuze Peronig a ya er c’hastel, o terc’hel start en e zourn ar vleunen a c’hoarz. Ha kement dor a zo a zigor dirazan. Disken a ra er c’hao, hag e