Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/83

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

dragon a varv o trei e gof warzu an env. Ha Peronig a zeu, iac’h pesk, d’an tu all d’al lagen.

Ar paotr en em gav, breman, e traonien ar plijadureziou. Al leac’h dudius se a zo henvel bras ouz eul liorz leun a frouez hag a vleun, Bez’ ez eus da bep distro an hent, taoliou bras, kouignou a bep seurt warno. Ema plac’hed yaouank o tansal war ar yeot flour en eur c’hervel Peronig. Mes dibri a ra e damm bara frotet gant kignen, gand aoun na glevche c’houez vat ar boed ; c’houitellat a ra gand e zutel skao gand aoun na glevche galvadennou ar merc’hed.

N’eus ken mui nemet ar ster da dreuzi araok beza e Kerglaz.

Ema, war ribl ar ster, eun itroun azezet, he gwiskamant du, he dremm ken melen hag hini eur zinaadez.

— Ha c’houi a fell d’eoc’h treuzi ar ster, itroun ?