Mont d’an endalc’had

Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/61

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

varo ! Mil malloz d’an hini a lez anezo hep pedennou ! Mil malloz d’an hini a lez e dud da zevi er purkator.

Hag i ha heja o bleo dispak en eur c’hourdrouz anezan, hag a dreuz d’an draonien, d’al lanneier ha d’ar c’hoajou, a bep tu, mouesiou a zav, o krial :

Mil malloz ! Mil malloz !

Yann, er meaz anezan e unan, spountet evel ma ’z eo, a grog da waska d’an tu all. Al linser a stard e zaouarn ha Yann a gouez, lazet mik gant divreac’h kalet ar gannerez.


————




O tremen dre eno da c’houlou deiz, he fodad leaz livriz war he skoaz, eur plac’h yaouank a welas Yann da c’hourvez war vein glas an