Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/60

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Ken na zeui kristen salver
Red eo gwalc’hi hol linser
Dindan an erc’h hag an ear.

Dal ma welont ar paotr, e teuont holl en eur red, o kinnig d’ezan o linseriou hag o c’houlen digantan o gwaska da lakaat an dour da vont kuit diouto.

Lakaat a ra Yann, neuze, e vaz a gostez, ha kemeret penn al linser a ginnig d’ezan unan eus ar merc’hed maro ; teurel a ra evez da waska en hevelep tu ganti, rak, her gouzout a ra, n’eus tro all ebet evit na vijed ket lazet.

Endra ma tro al linser er c’hiz se, setu kannerezed all o tont en dro d’ezan ha Yann oc’h anaout e vamm, e c’hreg hag e c’hoarezed, an holl o youc’hal :

Mil malloz d’an hini a ankounac’ha ar re