Mont d’an endalc’had

Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/43

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

goestad ? Mariannig a zo bet kavet maro, er c’hoajou, gwenn dindan he c’hurunen roz gwenn, gwenn dindan he zae eureud.

Eat eo kuit d’ar vro ha n’eo deuet den biskoaz en dro diouti, d’ar vro m’ankounac’haer, enni, kement poan kement glac’har a zo, ma kaver enni eun nevez amzer beurbadus, eun eurusded a bado da viken.

En em gaout he deus great eno, adarre, gand he mamm, he zad, hag he zud holl.