Mont d’an endalc’had

Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Ni a zigouezo kentoc’h gant hon ti.

— O mignoun karet, nag i a zo yen da wiskamanchou !

— Dre m’eo gleb ha yen skourn an ti ma choman ennan.

— O mignoun karet bras, lavar d’in ’ta ; e peleac’h eo da di ?

— En eur vro, va dous, ha n’eo deuet den biskoaz en dro diouti ; en eur vro m’ankounac’haer enni kement glac’har a zo: ma kaver, enni, eun nevez amzer beurbadus, eun eurusded a bado da viken. En em gavout a ri eno, adarre, gant da dad, da vamm ha da dud holl.

— O ! va mignoun, nag hen a zo buhan da varc’h, nag i a zo yen da zaouarn ! Ema da galoun o paouez lammet !


————


Petra zo ? Kriadennou a glever, tud o lenva a weler ; perak an heul bras se, duhont, o vale