Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


E Breiz avat, ar varc’heien varo a gas ganto ar merc’hed karet d’ar baradoz.

Etrezeg al leac’h dudius se eo e pign, a denn-askel, kement fisians ha kement kreden a zo e Breiz, diwarbenn eur vuez all. E bro Leon e kaner eur ganaouen zantel, he zon hag he c’homsou leun a zudi, o veuli eurusded dispar an envou. Breiziz, a drugarez d’o c’harantez kalounek evit o zud varo, a drugarez d’o fedennou pemdeziek evito, n’o deus ken c’hoant nemet digeri d’an eneou, d’an Anaoun a zev er purkator, dorojou aour al liorz peurbadus.

Dre m’en devoa disprizet an dlead santel ze eo e teu, Yan Postik, mezvier ha gadal, da veza flastret gant divreac’h kalet dir e vamm, e c’hreg hag e c’hoarezed, a walc’h hag a wask linseriou da sklerder al loar. Ar greden er spountailhou ze ha n’o deus netra da ober