Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

enni kement poan zo, ma pad, enni, da viken, an nevez amzer, kerkoulz hag an eurusded.

Eur plac’h yaouank all, e Breiz, atao, Gwenola, a bign, ive, war eur marc’h gwenn gant korf maro he muia karet. Digouezout a ra, gantan, gand eul liorz dudius, leun a wez karget a frouez, epad ma sav ar goulou deiz war ar menesiou :

« Eur feunteunig sklear a rede ; tud varo, oc’h eva, a zeue da veza beo adarre. »

Ne ket diez gwelet, dioc’h kementse holl, pegen dishenvel eo eur bobl bennak dioc’h ar poblou all, pep hini anezo o terc’hel start d’he spered ha d’he hengouniou.

E broiou an hanter noz, ar spesou kounnaret a strink, en eur youc’hal, en islounk, ar plac’hed yaouank spountet maro.