Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/13

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

o chouk, eur medesin, eur barver, eur c’heginer, hag eul lakez evit ober n’em eus dalc’het mui sonj petra. Arabad d’in kennebeut ankounac’haat ar pevar ki-bleiz a fringe, a harze aman hag a-hont, gwech a-raok, gwech a-drenv.

Del ! Setu aze penaos Youen, prins yaouank Pouldahud, leshanvet c’hoaz Markiz ar C’hastelpour, Beskont Tisoul a Gernetra, pe Aotrou an Dienez, a zigouezas e-barz maner Kerbutun, e ti e baeron Pentudi, roue ar Vigoudenned.

Holl hekleviou ar porz bras a zihunas gant trouz ar chas-bleiz o chalpat, gant trouz an ourouleriou o tiridignat, gant trouz ar c’hlezeier hir o tastoni war ar vein, kement ma teuas da zellet d’o frenestr, diou verc’h ar roue, Braventez ha Gwennig, yaouank o-diou ha merc’hed koant, nemet Gwennig a ranke dalc’hmat plega d’he c’hoar hena Braventez, bet moumounet gant he zad, abaoe ma oa anezi, ha boazet da ober e pep lec’h he mestrez.

An diou brinsez a welas ar c’hanval o soubla war e zaoulin disvlevet, hag ar prins yaouank o lammet prim d’an traon, hag o rei an dourn da zikour da ziskenn e vevel teo Gwinardant, eur paotr reut e jiletenn ha ne vije morse hanter-vezo nemet seiz devez bep sizun ; ahendall eur servijer eus ar gwella.

— Kalon vat en deus, eme an hini yaouank.

— Kalon vat, foei ya… evit e vevel ! N’eo ket d’ezan eo da zikour. Ne oar ket derc’hel e renk, em eus aon ! eme an hini gosa, en eur rodal… Ha neuze, emezi c’hoaz, sell ouz e azenned divalo !

— O ! eme ar c’hoar all, divalo a-walc’h, met beo int, hag eun azen beo a zo talvoudusoc’h eget daou varc’h maro.

An aotrou manac’h Leunafurnez a zistagas eur zarmon