Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/14

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

gaer evit saludi paeron e ziskibl, ken kaer ma tic’henaoue ar chas-bleiz puchet war deleziou an nor-dal, ha ma heje ar c’hanval trist e benn moal.

Ar roue koz Pentudi, n’eo ket red hel lavaret, a zigemeras mat e filhor, ken laouen an tamm anezan ma paeas eur picherad eus e wella jistr digaset war-eün gant eur merour diouz Kergoadik e Fouesnant. Betek Gwinardant e-unan a ganas meuleudiou d’ar jistr melen.

— Piou ’oar ? a zonje ar roue ; setu aze eur filhor hag a vefe ennan danvez mat a-walc’h evit beza va mab-kaer aman e Kerbutun, rak, n’eus ket da dorta, emaoun eur pennad brao a zo o koza, ha, pegwir digant va rouanez (pell zo eo tremenet ha Doue d’ he fardono !) pegwir n’em eus bet nemet merc’hed, mall eo d’in bazvalanat evito hag a-raok pell c’hoaz, m’am eus c’hoant da welet ar roueed vihan o tidenvi… Ya, filhor ha mab-kaer, ni a welo bremaïk.



II


Hogen eur c’hiz a-holl-viskoaz a oa neuze e rouantelez ar Vigoudennéd. Hervez lezennou ar vro, ar roue koz, pa ne veze ket a baotred, a veze red d’ezan ober tri goulenn ouz e zanvez mab-kaer, ha gwelet dre eno hag a-walc’h a furnez, a nerz kalon, a spered, a ijin a c’helle kaout an den yaouank a dlee beza fiziet etre e zaouarn eur verc’h garet ha stur pounner ar gouarnamant.

Evit mont penn-da-benn gant roudou ar wirionez, eo red lavaret e oa krog ar c’hoant dimezi e-barz ar brinsez Bra-