AN ITRON PISMIG, ar vam gwisket en tog ;
JULIE, 25 vloa LOUISA, 22 vloa |
an diou verc’h gwisket evel o mamm ; |
ANNA, o matez, 20 vloa, gwisket en Breizadez ;
ANNET, eur vatez all, Breizadez ive.
’Meus aon em eus laket diou wech holen er soubenn.
N’oc’h tet ’vit… (O chench ton) ba ! ze n’eo netra. Anna ; ni n’omp tet ken sellus-se.
Nan, nan ; mat sur eo evel-se.
Ze ’zo evit an deiou ec’h ankouaï lakat tamm ebet.
(Souezet gant Kement a chenchamant)
Ya, mes ’velkent…
Ni a gav hir an amzer hon zaer. Mar ’tije ar vadelez da zont da zerc’hel kompagnunez d’imp ha da zibri eur bannac’h soubenn ganimp ?
O, trugarez… !
’N hanv Doue, na rez ket a gomplimanchou, mignonez.
’Vit ober pijadur eo. Annaïg. N’hellez ket nac’h.
Ya, mes n’oun ket dereat evel-hen ; me ’zo o vont d’en em chench.
Nan, nan… Ba, ba ! Gwell-vat !… Re vat !
Da vihanan, en em walc’hi eun tamm ?
Nan, pa laran d’it ! Hag hen en em walc’homp-ni ?
Azez ’n ez koaze, Annaïg.
Aman, ’n em c’hichenn. Kontant ’out ?
Tap eur « fauteuil » d’Anna. Easoc’h e vo evit ’barz ar gador galet-se.
(An diou blac’h yaouank a zav ; unan a dosta ar gador hanvet « fauteuil » gant ar vamm ; eben a grog er vatez hag a zikour anezi d’azean.)
O trugare, trugare ! Mat oun evelse… (A goste) Petra sinifi kement-man ?
Dam, Annaïg, te a blij d’in, merc’h kez. Me a gar ac’hanont kement hag unan eus ma merc’hed.
Ha ma kement pe muioc’h evidoun ma-unan.
O… evelkent. (A goste, ’n eur zellet ouz Julie) Nag a chenchamant aboue ar beure-man !
La… evel-se ! O, pardon ; gloazet em eus ac’hanout gant[1].
Nan, nan ; trugare… (a goste) E gwirione, n’ouvean ket petra da zonjal.
Anna, Kemer soubenn, ma flac’h bihan… A mes gortoz… (Da Julie) Tap ar restad « madère » a zo aze, ma roin eur bannac’h d’ei a-rôk.
(Julie a zav hag a laka ar voutailh war An daol).
Allo, ro da werenn aman, Annaïg.
N’eo ket da vean reüzet, itron… O, traoualc’h, traoualc’h ! Trugare.
Ba ! Kemer eur bannac’h bihan… (A goste) kemeret he dije ar voutailhad oll, an dra zavet fall… (A vouez uhel) eun tamm soubenn breman. (Diskenn a ra soubenn).
Ha bez dinec’h ; hiviziken e pedan ac’hanout d’en em zonjal evel hon c’hoar.
Rak, m’oar vat, ne teus ket sonjet kuitaat ac’hanomp ; bean ’teus ?
O, nan… Ma ’vefe kont evel-hen bemde…
Eo, eo… Mamm a lare d’imp, ar beure-man, he doa c’hoant, pell-zo da zellet ac’hanoc’h evel-hen, nemet c’hoant he doa d’az anaout mat a-rôk.
O, an itron Pismig a anave ac’hanoun pell-zo. Savet oun bet en he c’hichen.
Ya, ya. Anna… ha setu perak…
N’eus netra goude ar soubenn, mamm ?
Eo, laouen, kig a zo. Petra ? Ya m’oarvat !
Me a ’zo o vont d’hen kerc’hat. ’Meus aon, devet eun tamm.
Chom aze, Anna… Ne c’houlfen ket evelkent,
Mo eo a yey da glask ar plad evit Anna.
A n’i ket avat ! Me ’m eus goulennet da gentan. (Mont a ra er-maez).
O, memes tra dimezelled. n’oun ket evit komprenn.
Na vez ket souezet, ma merc’hig ; bemde ’vo kont evel-se breman.
Bemde… !
Ya, bemde… Ni a ray da labour evidout evit ma c’halli mont da vale.
O !…
Ha me a yey hep mintin da gas da chokola d’it d’az kwele.
O… ba… an diou-man a gemer ar blijaduriou oll evite, ha, me n’em bo hini ebet ’ta ?… Kemer kig, Anna ; Kemer pez a blij d’it.
Lezet hardi, itron.
Servijet anei, mamm. Ar plac’hig kez a zo re abof ; biken na gredo kemer an tamm gwellan.
O eo… D’ober ze avat ez oun barrek… (’N em zerviji a ra. E Keit-se, ar vamm a zisken gwin d’ei ha Louiza a droc’h ha bara).
Sell, an tamm gwellan he deus kemeret, a pez fall ’zo anei ! Ha sellet penôs e tebr !… (A vouez uhel) A, eun dra hon deus c’hoaz da c’houlenn diganit, Anna : pedi ac’hanout da chom hep henvel ac’hanomp nag « itron » na « dimezell » ; ober evel pa vefez eus ar familh.
O memes tra… Deme… Julie, gwall-chenchamant a gavan ennoc’h abaoue ar beure-man.
O ! Ba ! ankoua an dra-ze. Kement-se n’eo nemet eun testeni eus ma c’harante evidout.
Fe d’an daoula, eun testeni iskiz, avat !
Annaïg kez, lez ac’hanoun da rei eur pok d’it.
Ha me ta !
(Sevel a reont, helebini etrede klask gôut piou a boko da gentan d’Anna).
Ma lar, me am bo ar pok kentan.
A dam, n’az po ket avat, sur end-eün.
Gwelet e vo ’ta !
Ya, gwelet e vo sur !
Sell, nag a garante !
Pez divalo ’zo ac’hanout !
’C’hanta, divergondez !
O, la…
Petra ? Divergondez d’it-te !
Ya, d’in-me… ! Kuita, Anna, em bezo ar pok kentan… ?
Ma Doue, dimezell Louisa !
A evel-se… Mat sur (pokat a ra d’ei)
(Klevet a reer kloc’h an nor o son).
Arru ’zo tud.
Mont a ran da zigeri.
Pas, evelkent, o siouaz !
(Ar vamm a ya da zigeri.)
- ↑ Ne seblant ket bezañ echu ar frazenn. (Notenn gant Wikimammenn)
- (Da heuilh)
- KOULMIG ARVOR.
- (Da heuilh)