AN ITRON PISMIG, ar vam gwisket en tog ;
JULIE, 25 vloa LOUISA, 22 vloa |
an diou verc’h gwisket evel o mamm ; |
ANNA, o matez, 20 vloa, gwisket en Breizadez ;
ANNET, eur vatez all, Breizadez ive.
Penn toupi ’zo ac’hanout ! Petra c’hoarve ganez-te ? Me az tesko !
Julie, ma c’hoar gez, chom en peuc’h.
Bez neuze ar vadelez d’am lezel.
Arsa, Julie, te ’zo zod.
Ha te zo foll, a gredan.
Na gomprenez ket ac’hanoun.
Na glaskan ket ober end-eün
Selaou ac’hanoun, pa laran d’it.
Petra ’zo, mamm ?… O, biken na zonjfac’h.
Mamm, me ’zo o vont da ziskleria d’ac’h.
Serr da c’henou !
Ya, mar ’me c’hoant.
Jezus, bugale, c’houi ’zo zot !
Ya, sonjet, mamm…
Mes, silaouet ac’hanoun ’ta !
… e oan o c’hourdrouz Anna he deus torret eur plad…
Eur plad he deus torret !!
Ya, eur plad a zaou wenneg ! Hag a doupi-man a lare d’ezi he devoa graet mat sur hag e vije kresket he fae d’ezi abalamour da-ze.
N’en ket possubl, evelkent !
Eo, pa laran d’ac’h.
Arsa, Julie, lenn al lizer-man, p’eo gwir n’houllez ket ma c’hlevet, hag e komprenni marteze.
Petra eo ?
Lenn hag e weli.
« Mademoiselle, je vous prie…
A, galleg eo !… Tro anezan e brezoneg, ma komprenin ivez.
Ha, ze ’zo kazus ’vat,… mamm ’zo evel-se ordinal. Mez hon deve dirak an dud ! N’oc’h ket evit diski galleg ?
D’am oad !… Jezuz, merc’h paour.
Mes lenn eta, pe ro anezan d’in ha me ’ray.
Dimezell, bet, mar plich, ar vadelez da dremen em bureo. Ezommn am eus da gaozeal ganac’h diwar-benn eun heritach a bevar-ugent mil lur a zo digoueet ganac’h a-beurz eur yontr. … Sinet : Laermone, noter
Han… petra ’zinifi ze ?
’Gav d’ac’h, e Anna e vefe…
An heritourez ?… Eo, ma mamm gez, … eo, ma c’hoar vihan. Hon matez Anna eo ar vinorez-se. He lizer a zo bet roet d’in dioustu gant ar borzierez. Setu, evel, ma n’eo ket deraat rei eur lizer d’eur vatez hep goût pez ’zo e-barz…
Evel just, skler eo.
… am eus digoret anezan, … ha setu ar pez am eus kavet.
Ne raje ket droug d’imp lodenni ganti, kuita ?
A dra zur, ha setu perak…
… ez oun krog d’ober lez d’ezi.
’Vit sonjal…
Kavout eun dra bennak sur.
Ya, pas koll tout da vihana.
C’houi ’lar a-walc’h, bugale ; ’met hounnez ’zo o vont da foueta kenavo ganimp.
O, rey ket laouen, foeltr gar d’ei
Penaos ’ta c’hoarig ?
N’eo ket diês he derc’hel. Da gentan, na laret netra d’ei ken n’he devo touet…
A, kompren a ran. Kompren a ran ! O, ne vo ket diês dont a-benn anezi… (O sellet en-dro d’ezi). Me ’zo o vont da gommans.
Ya, skub ar zall, ha me ’zo o vont da dresan an dôl evit lein.
(Mont a reont pep-hini d’he zu).
Laouen e vo … ha souezet …(O renkan an dôl hag ar c’hadoriou) ha neuze n’eo ket re kavout eun tamm poan evit tizout eun tenzor ken bras.
Ya, sonjet ! Pevar ugent mil lur.
Neuze e prenfomp bep a dok neve. Hon re n’int ket bras a-walc’h.
Ha bep a « vimmi » plu gwenn, evel hini Georgette ar Foll.
Gwell e vije lakat anê en eun ti bihan war vord ar mor elec’h ma ’c’h ajemp d’an hanv.
O, pesort sonj dudius !… (O pokat d’he mamm) N’eus nemet « maman » hag a gavfe treou evel-se … Eur « villa » vihan hag a vije hanvet « Kêr-Julie ».
O, hola ! Ya, pe « Kêr-Louiza »
Out adarre !… Te renk bepred dislaret ac’hanoun.
Ha te ne sonjez nemet ennout.
Me eo ar gosan.
Ya, ha, dre-ze, ar sotan.
Han,… petra larez ?
Netra.
Ar sotan… ?
Allo peuc’h ! Me eo a hanvo ar ganistell, mes, da gentan, tôlomp pled d’al lapouz.
Ober ton d’eur vatez a zo stard.
Ya, ha startoc’h eo c’hoaz d’ober he labour.
Ba ! sonjomp eo d’he zreo a refomp brao ha nan d’ezi.
Peuc’h… Arru eo.
Poent eo servij merenn ? … O, petra ? Laket eo an dôl marteze ?
Na vez ket souezet, Annaig. Sonjet hon eus rei eun tammig skoazell d’it. Ze n’eo netra.
O fe vat… Gwell-chans am eus ; n’oun ket kustum ouz an ton-ze.
Na lavar ket trugare d’imp, Annaig. Re vat out.
Digas ar zoubenn, mar deo prest, mar plij. (Anna a ya kuit, ’n eur zevel he diouskoa).
Sevel a ra he diouskoa, an drompenn !
N’ouve ket petra da zonjal.
Grik… Bezet war evez ; arru eo.
- ↑ Amañ e seblant mankout ul linenn (Notenn gant Wikimammenn).
- (Da heuilh)
- KOULMIG ARVOR.
- (Da heuilh)