Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/97

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

LES SÉRIES 3

Heb rann ar Red heb-ken:
Ankou, tad ann Anken;
Netra kent, netra ken.
Daik, mab gwenn Drouiz, ore; etc.


AR BUGEL.
— Kan d’in euz a dri rann, etc.


ANN DROUIZ.
Tri rann er bed-man a vez:
Tri derou, ha tri divez,
D’ann den ha d’ann derv ivez

Teir rouantelez Varzin:
Frouez melen ha bleun lirzin;
Bugaligou o c’hoarzin.

Daou ejenn dioc’h eur gibi, etc.
Heb rann ar Red heb-ken, etc.
Daik, mab gwenn Drouiz, ore; etc.


AR BUGEL.
— Kan d’in a bevar rann, etc.


ANN DROUIZ.
Pevar mean higolin,
Mean higolin da Varzin
Higolin klezeier vlin.

Tri rann er bed-man a vez, etc.
Daou ejenn dioc’h eur gibi, etc.
Heb rann ar Red heb-ken, etc.
Daik, mab gwenn Drouiz; ore; etc.