Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/98

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


AR BUGEL.
— Kan d’in euz a bemp rann, etc.


ANN DROUIZ.
Pemp gouriz ann douar;
Pemp darn enn hoar;
Pemp mean war hor c’hoar.
Pevar mean higolin, etc.
Tri rann er bed, etc.
Daou ejenn, etc.
Heb rann ar Red, etc.
Daik, mab gwenn Drouiz, ore; etc.


AR BUGEL.
— Kan d’in euz a c’houec’h rann, etc.


ANN DROUIZ.
— C’houec’h mabik great e koar,
Poellet gand galloud loar;
Ma n’ouzez-te, me oar.

C’houec’h louzaouen er perik
Meska’r goter ra’r c’horrik;
Enn he c’henou he vezik.
Pemp gouriz ann douar; etc.
Pevar mean higolin, etc.
Tri rann er bed, etc.
Daou ejenn, etc.
Heb rann ar Red, etc.
Daik, mab gwenn Drouiz, ore; etc.