Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/186

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


O welet ar ieot glaz ruiet
Gand goad ar Cʼhallaoued milliget.
 
Ann otrou Lez-Breiz, enn he gaonse.
O tiskuiza, out ho a zelle.

Kristen enn he galon na vize,
E Santez Anna, neb na oelze,

O welet ann iliz o leiza
Gand daoulagad Lez-Breiz o oela,

War he zaoulin, o oela Lez-Breiz,
O trugarekat gwir-warez Vreiz.

— Trugarekat ! mamm Santez Anna !
Cʼhui hocʼh euz gonezet ann tol-ma !

VII


Da zercʼhel koun mad euz ann emgann,
Eo bet savet ar barzonek-man,

Ra vezo kanet gant tud a Vreiz
Enn enor d’ann otrou mad Lez-Breiz !

Ra vezo kanet pell tro-war-dro,
Da lakat laouen holl dud ar vro !