Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/185

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

Lez-Breiz, dal’m’en deveuz he glevet,
He gleze braz en deuz diwennet :

— Ma ne t’euz ked anavet ann tad,
Me rai d’id anaout ar mab anat ! —


V



Lean koz ar c’hoad war dreuz he gell,
Da floc’h Lez-Breiz a lavare hel :

— Tiz zo war-n-hoc’h o redeg er c’hoad !
Sotret hocʼh harnez gand poultr ha goad ;

Deuet, mabik, tre em minic’hi ;
Deuet da ziskuiz ha da walc’hi.

— Ne ked dare diskuiz ha gwalc’hi ;
Nemed kaout eur feunteun, heb si ;

Kaout dour dreman d’am mestr iaouank
Hag hen kouezet enn emgann skuiz-stank

Trizek soudard lazet dindan han,
Marc’hek Lorgnez lazet da gentan !

Ha m’em euz diskaret kement-all ;
Lammout kuit ho deuz gret ar re-all. —

VI


Breizad enn he galon na vize,
Neb awalc’h he galon na c’hoarze,