Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/166

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Na vanko d’he kik na bara,
Na gwin, na dour-vel da eva,

Na skabellou da azea,
Na potred skanv d’ho servicha.

Daou c’hant penn-moc’h a vo laet
Ha daou c’hant penn-kole lardet ;

Daou c’hant inar, ha kant karo,
A gement koad a zo er vro,

Daou c’hant ejenn, kant du kant gwenn,
Vo roet ho c’hrec’hin dre rann krenn.

Kant sae a vo, hag a c’hloan gwenn,
Hag a vo roet d’ar veleien ;
 
Ha karkaniou aour a vo kant,
A vo roet d’ar varc’heien goant ;

Minteli glaz vo leiz eur zal
Da rei d’ar merc’hed da vragal ;

Hag eiz kant bragez neve c’hret,
Da rei d’ann dud paour da wisket ;

Ha kant soner war ho zorchen,
O son noz-de, war ann dachen ;

Ha Marzin-Barz e-kreiz al lez
O veuli ar briadelez.

C’hoari awalc’h a vo eno ;
Kement-all birviken na vo. —