Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/167

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


IX

— Klevet, keginour, me ho ped :
Hag ann eured zo achuet ?

— Ann eured a zo achuet,
Hag ann holl draou a zo lipet.

Pemzek devez e deuz badet,
Ha dudi awalc’h a zo bet ;

Eet int kuit holl gand profou mad,
Gand skoaz ar rou hag he gimiad ;

Hag he vab kaer da vro Leon,
Gand he bried, dreo he galon.

Eet int holl kuit, ha laouen net ;
Nemed ar roue ne d-eo ket ;

Marzin c’hoaz eur wech, zo kollet,
N’ouzer doare pelec’h ma eet.—


IV


DISTRO MARZIN.


Kado vont gand ar c’hoat don,
Gant-han he gloc’hik sklint o son ;

Ken a ziredaz eunn tasman
Glaz he varo evel -d-ar man ;

Hag he zaou-lagad o tevi,
’Vel dour ar c’haoter o firvi.