Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/99

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 93 —

gant eur mous, eul letern gantan en e zourn da oueled al lestr. Pevar eus al laeron-vor a yoa eno c’hoaz chadennet. O distaga ra, hag e lavar d’ezo :

— Alo ! d’al laez (d’an neac’h !), labaskenned ! d’al laez !… d’al laez !… Ho kamaraded zo eat da gerc’hat eur vanden vuntrerien d’hon distruja-ni. C’houi a zo mat da ober garz (haie) etre va martoloded ha birou pe bouliji ho mignoned !

Ar brezel a ya da zigeri. An daou lestr laeron a dosta. Youc’hal a reer outo ha ne respontont nemet evel an tigr o vont d’en em stleja war e breiz.

Bisson a dosta oc’h Tremintin, a denn e vontr bet roet d’ezan digant e vamm, hag a lavar :

— Tremintin, kemer ar montr-ma ; me a zo o vont da vervel, eun dra bennak hen lavar d’in. Hen lavaret am eus d’it, ne jomin ket etre daouarn ar re-ze. Te, gra da c’halloud evit tec’het ; me fell d’in kement-se !

— Mat, kabiten ! eme Tremintin gant eur vouez c’holoet ; hag e talc’he mat atô d’ar stur.

Pa’z oa deuet an daou lestr forban war hed tenn, Bisson a hopas adarre, hag o veza ne respontent ken nemet yudal evel loened gouez, e tigoras an tan o tiskarga warno e fuzul a zaou denn. Eno neuze e oe eur stourmad kris, tennou, tôliou bouc’hal, tôliou gant pep seurt benviachou, youc’hadennou, malloziou, skrijadennou, gwad o redet, tud lazet, gouliet, izili torret, flastret, bruzunet. C’houezek den oc’h seiz ugent pe kant hanter kant !…

Hepdale al laeron-vor a oe ar vistri, hag o doa gellet kalz anezo sevel e lestr o enebourien. Tremintin en doa dalc’het mat d’ar stur. Bisson a yoa gwall-laket. En em stleja a ra betek ar sturier :

— Alo ! Tremintin, ret mat eo echui ! Lavar d’ar re a zo c’hoaz beo eus hor martoloded en em deuler er mor, ha te, en em dôl ive eveldo. Marteze e c’hellot mont d’an douar war neun… Me ya da lakât an tan.