Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/100

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 94 —


— Kabiten, lavaret em eus d’an holl vartoloded. N’em eus mui nemet an dra-ma da ober.

Hag o kas e zaouarn d’e c’hinou e reas eur c’horn-boud gant e voz hag e loskas eur voudaden.

— Alo ! kabiten, n’eus ken da ober !

Hag e krog adarre en e stur.

— Mes, ha te ?

— Me jomo ama.

— Tremintin, gourc’hemenn a ran d’it en em deuler er mor !…

— Ha me, kabiten, n’ouzoun ket petra vir ouzin na grogan ennoc’h ha n’ho tôlan ebars hoc’h-hunan.