Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/59

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 53 —

zoken, henvel dre ho hano holl lizerennou Kroazig an Doue, daoust da c’hourdrouzou e vaeronez.

Nag hen oa desket… Eur paotr saout !… Evelato !…

Siouaz ! dont a reas eun dervez a zichans, a distridigez !

Aotrou Kerestin a fellas d’ezan e ouesfe e verc’h eun. draig bennak ouspenn lenn ar Bater hag an Ave, ha setu e kasas anezi d’ar gouent. Jopig a gollas evel-se e vestrez-skol. Nag a zaleou e skuilhas eur pardaez el lanneg ! Nag a zaolou en dervez warlerc’h. Gouela reas kement, ar c’heaz ! ma ’zoa gwalc’het lizerennou Kroazig an Doue gant e zaelou.

Karet a rea e levr hag e chome meur a heur dioc’htu da zellet ouz kroaz Hor Zalver a yoa er bajen genta, ha neuze e torre war e anken. Ar verourez, e vaeronez, a deuas eun dervez d’e welet en e labour. Siouaz ! kaout a reas ar paotr evel eat eus ar bed-ma, evel beuzet en e zonjou, ken n’en doa ket gwelet e zaout o vont da laerez a-gleiz hag a-zeou. Mont a reas eur zac’had droug er goueriadez, ken prim ha ken ter hag eur gorventen o tizac’ha en eun taol trum. Kregi a reas kerkent e levr ar paotrig hag e rogas anezan e mil damma nijas ama hag a-hont war eskel an avel.

Tra mantrus da lavaret ! Skeuden an Ao. Krist hi he-unan n’oa ket bet espernet !

A ! maeronez ! maeronez !… Kerkouls ho pije great regi d’in ive va c’halon dioc’htu !… N’he deus ket amzer, siouaz da jom d’am zelaou !… Mall eo ganti dastum he denved a-raok an noz !…

— Petra rez aze, paourig, daoubleget war al lann leiz [1] ? O va ene ! leun c’hoad eo e zouarn gant broudou

an drez hag al lann !

  1. Humide.