Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/58

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 52 —


Paotr-saout Komanna


————


— Petra rez aze ’ta, Jopig, ken sioul-all, da-unan war eur roc’h e-kreiz al lanneg ? Ne daolez ket evez e c’hell dont ar bleiz da zamma ar c’haera eus da zanvadezed ?

— Bezit dinec’h, maeronez ; Doue a daol evez evidon keit ha m’emaon o pedi.

— O ya, hep mar ebet, Jopig ; mes petra welan ganez aze en da zourn, e leac’h ar skourjez a vez peurvuia gant mesaerien ar meneziou ?

— Kroazig an Doue [1] eo, maeronez, hag ez oun deuet a-benn da zeski ennan an teir lizeren genta.

— Traou a re !… Traou a re… ha ne dalvezont ket ar boan ! Arabat e ve d’it, Jopig, e tapfen mui ac’hanout gant c’hoariellou evel-se en da zourn. Gouzout a-walc’h a rez pegement e karan ac’hanout : hogen a-raok pep tra e fell d’in e vez eur c’hristen mat hag eul labourer douar dispar… hag e rafez da labour wardro va loened !

Oc’h huanadi, Jopig a glozas e levrig en e c’hodel, ha merourez Kerestin a zistroas d’ar gear. Eun intanvez a feson oa, gwir eo, ha mat e-kenver he fillor emzivad [2] re stag evelato a lavare lod oa ouz madou an douar evit gellout klevet petra rea d’ar paotr kez huanadi, ar pez a zigase daelou en e zaoulagad pa zelle ouz an nenv hag ar pez a waske e galon pa zelle ouz an tachou bras a zalc’h stag Jezuz Krist ouz ar groaz.

Pennherez ar maner nesa [3] avat, Gaït, an demezellig devot, he doa gouezet lenn e kalon ar potr saout ; alies e teue d’al lanneg el leac’h ma ouie kaout anezan, hag eno neuze, etrezo, e veze kaoziou dudius n’int bet

klevet nemet gant an elez… Jopig a c’hellas hep dale

  1. Alphabet breton.
  2. Orphelin.
  3. Le plus rapproché.