ha kalz bouteier da leunia a-benn oferen goulou-deiz. Deomp, Mamm ! »
Ha setu Jezuz hag ar Werc’hez Vari, e vamm, o vonet war o fouezig dre ruiou ar vourc’h.
N’oant ket eat gwall bell c’hoaz pa zigouezas d’ezo chom a-zav. Ha setu ar Mabig Jezuz da skoi war eun nor :
— Pan !… Pan !!
— Deuit en ti ! a oe lavaret en diabarz.
— Ama eo, n’eo ket ’ta, ema ti Perig ? Eur bugel fur hag a blij d’in abalamour ma c’hoar e bedennou hag eo sentus ouz e vamm ! Buhan, diskouezit d’in e voutez ma leuniin anezi a vadigou. Paour keaz bihan ! lakeat en doa a-gostez eun aval oranjez da zigas d’in… Va bennoz a roan d’ezan, ha d’eoc’h ive, mamm vat. Kenavo, mamm Perig !
Hag ar Mabig Jezuz a yeas pelloc’h.
Prestik goude e chome a-zav :
— Ama, Mamm, emezan, ema skol ar vugaligou n’o deus ket c’hoaz seiz vloaz. Labour a-walc’h hon deus gant an inosanted-se… Pan !… Pan !! Digorit buhan, C’hoar Visant… Setu ama ganen eur zamm merc’hodenned, taboulinou ha kezeg-koat ! Ouspenn-se, setu ama dilhad nevez evit va breudeurigou paour… Kenavo, C’hoar Visant !
Hag ar Mabig Jezuz da vont larkoc’h.
— Pan ! Pan !… Gouzout a rez, Mamm, ama ema skol gristen ar baotred… Hastit afo dont da zigeri ! An dra-ma zo da Wenole, da genta er c’hatekiz ; an dra-ma da Jopig, ar furra er skol ; ha setu ama lod Korantin an Du, a c’hoar respont an oferen gant kement a barfetegez !…
An dra-ma a rannot etre ar vugale-all.
Hag ar Mabig Jezuz da vont larkoc’h.
N’ez eas ket pell hag e chomas a-zav hag e lavaras :
— Ama, Mamm, ema skol gristen ar merc’hedigou. Digorit buhan, Itron Renerez ! Mat. Lezit ac’hanon da