Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
NEDELEK AR SKOLIOU
————
Diw heur eo gant noz Nedelek, an nozvez santel.
Ehanet eo ar c’hanaouennou ha mouget ar gouloueier en iliz parrez ; e pep leac’h eo ledet a nevez mantel an denvalijen. An oll davarniou a zo serret (parrez eürus !) ha pep hini a zo distroet d’e c’hlud.
E kraouig ar c’hinivelez koulskoude, Jezuz a zo dihun ha setu hen o koms ouz ar Werc’hez e vamm.
— « Mamm, emezan, poent eo d’eomp mont da ober hon dro vale. Kalzik tiez hon deus da welet