— Harzit anezan ! Krogit ennan !
Tri pe bevar eal a yeas war e lerc’h evit kregi ennan. Hogen Dizoursi a azezas war e galabousen hag a lavaras d’an elez ha da zant Per a yoa o tont gant eur penn-baz :
— Na skoit ket ganen ! N’hoc’h eus gwir ebet d’hen ober ! Me a zo ama em feadra.
Mes sant Per a venne skei taoliou baz gantan. Dizoursi a droas ouz Hor Zalver a yoa chomet da zellet hep lavaret ger ; ne rea nemet mousc’hoarzin :
— O c’houi, Aotrou Doue, hag a zo al lealded he-unan, hag a anavez gwiriou pep hini, anzavit emaon em zra ha n’en deus den, nag eal na sant Per ar gwir d’am c’has ac’halen ?
Hag an Ao. Doue a respontas :
— Ar wirionez a zo ganez, Dizoursi. Lezit anezan e peoc’h, p’eo gwir ne ra gaou ouz den !
— Klevet hoc’h-eus, c’houi holl dre aze ? An Ao Doue a lavar rei peoc’h d’in, p’emaon em gwir ; c’houi a dle senti outan.
Ha setu aze penaos ez eas Dizoursi er baradoz. Ra c’hellimp kaout eun deiz an heurvad da vont da welet ha gwir eo !
— Amen ! a respontas holl zelaouerien Lanmodez.
Destumet ha skrivet e galleg gant LUZEL, ha lakeat e brezoneg gant Klaoda ’r PRAT.