Yun

Eus Wikimammenn
Al liamm, 1957  (p. 31-40)


YUN


Yun a veve gant e vamm-gozh en un ti paour, war gorre un dorgenn dizarempred. Gwelet e veze o hedañ ar c’hleuzioù, o tastum bodoù sec’h diwar an douar, pe, azezet er gwasked, o tommheoliañ.

Yun a veve pell diouzh an dud. Tremen a rae an diskar-amzer hag ar goañv hep diskenn zoken en draonienn, betek ar stêr. A-wechoù koulskoude, pa glañve ar vamm-gozh, ha ret dezhi chom war he gwele gant ar remm, Yun a yae, bep lun, d’ar vorc’h, da gerc’hat ur bara a bemp lur. Mont a rae, avat, dre wenodennoù pe a-dreuz an douaroù gant aon en em gavout, en hent, gant unan bennak. Melegan, mentet kaer, daoulagad dilufr dezhañ, ur varodenn rouez war gorre e vuzell, ha, war e elgez, ur vlevenn pe ziv, Yun a oa diskiant ha lent. Oadet e oa a dregont vloaz, ha n’en d’oa graet anaoudegezh nemet gant an avel arnev ha gant heol an torgennoù. D’an noz e selaoue kan ar garmelod.


Un abardaez hañv, edo azezet el liorzh. An heol, o tiskenn a-dreñv Koad Luzeg, a ruzie ar soulegoù. Mogedenn wenn an abardaezioù tomm a c’holoe ar stêr. Edo difiñv an amzer. Er gwez, al laboused a roe peoc’h.

War dorgenn an tu-all e safrone un dornerez. Poultrenn ha pell alaouret a nije dreist an evlec’h. Paotred bagol a youc’he.

Yun a selaoue.

Ur vodenn gelenn a drouzas a-dreñv e gein. Yun a savas trumm. Seza a oa dilammet dre ar riboul hag a oa dirazañ.

— A ’ta ! Yun, tizhet out bet ganin !

Yun a sellas outi.

— E piv edos o soñjal ? a c’houlennas ar plac’h yaouank. En ur bennhêrez, moarvat.

Daoulagad Yun a skedas.

— Sell ! Yun, ha dont a ri da zornañ warc’hoazh, e-lec’h chom amañ, war beg an duchenn, da zigeriñ da c’henou ?

Yun ne respontas ket… Ur plac’h yaouank a gomze outañ hep ober goap.

— Berr e kavi da amzer. Selaou du-hont…

Yun a bare e zaoulagad war an dorgenn. Lavarout a reas :

— N’ouzon ket dornañ.

— Deskiñ a ri, eme Seza. N’eo ket diaes dibellañ pe skubañ leur.

— Ha c’hwi a vezo ivez o tornañ ? a c’houlennas Yun.

— Sur e vezin : an dornadeg a vezo e ti va zad. Dont a ri neuze.

— Ma ! eme Yun.

Hag e tistroas e benn.

Seza, mall warni, a ziskennas dre ar wenodenn da vont da glask dornerien all.

Yun a selle outi.


Seza a bedas gwazed, a bedas merc’hed.

— Yun a zeuio da zornañ, emezi, en ur c’hoarzhin.

Hag ar baotred hag ar merc’hed yaouank dizalc’h a lavaras dezhi e vijent aet ivez.

Pa voe tavet an dornerezed, Yun a zistroas d’an ti. A-boan ma pismigas e voued. Ne gouskas ket mat. Pedet e oa bet da vont war zevezh, evel ur gwaz all…

Abred e savas, ha d’e vamm-gozh o c’houlenn digantañ da belec’h edo o vont, e lavaras :

— Da zornañ !…


War al leur e oa tregas.

— N’emañ ket skouer ar warenn.

— Re izel.

— Lak sav dindani.

— Laoskait an tousegi.

— Uheloc’hik.

— Aze ! Mat emañ.

— Piv a vo paotr an horzh ?

Paotred a dostaas.

Brumenn c’hlas ar mintin a save diouzh al liorzhoù, hag, etre div wrac’hell, e paras an heol.

Lan ar C’hor perc’henn an dornerez, a lavaras :

— Bremaik e vo tomm dimp.

D’an ampoent, edo Yun o tegouezhout.


Yun a oa savet dezhañ c’hoant labourat ! Degemeret e voe gant c’hoarzhadeg an holl. Div skubelenn, unan vezv hag unan gelenn a oa gantañ war e skoaz. Den ne glevas Seza o c’hervel d’an dijuni.

— Ha ! ha ! Yun, eme Lan ar C’hor, ne vanke nemedout. Ar strapennoù a chom da blantañ hag e oa ezhomm ur paotr start. Mar n’out ket mogn, troad ar morzhol a zo diberc’henn.

— Yun n’eo ket deut amañ da labourat, te !

N’eo ket deut da labourat ! Yun a ya war e lent. Chom a ra a-sav, e-kreiz al leur.

— N’emañ ket en imor hiziv, eme unan.

— Ret eo dezhañ diskuizhañ eus e bourmenadenn, a lavaras ur dorner all.

Yun a daolas war an douar e ziv skubelenn hag a dostaas. Kregiñ a reas en horzh. Sevel a reas ar benveg a-us d’e benn hag e skoas gant e holl nerzh. Ha torret ar strapenn !

— Ur gwaz out, Yun, eme Seza, en ur zont war al leur.

— Arabat skeiñ muioc’h, eme Lan ar C’hor, pe e rankimp mont d’ar c’hoad, da gerc’hat strapennoù all. Kerzh da zebriñ da voued, Yun, naon a zo deut dit pelloc’h.

Yun a ziskrogas diouzh an horzh. Sellout a reas ouzh ar C’hor gant daoulagad leun a zour. Rann-galon pe kasoni.


An dornerien a zo debret ganto o dijuni. Staget eo ar c’hezeg. Mirc’hed ar c’hirri a c’hwirin ouzh ar c’hezekenned. Paotred ar skol a youc’h war lein ar wrac’hell ha drammoù a ruilh d’an traoñ ; an diereerien a daol war an daol. Lan ar C’hor, boueter an dornerez, a laka ur malan dindan e dreid evit kaout muioc’h a sav.

— Tro dezhi ! emezañ.

Paotr ar c’hezeg a denn tennoù gant e skourjez. An dornerez a roc’h.

Kerkent ma eo dornet an drammoù kentañ, Lan ar C’hor da hopal :

— Hôôô !… N’emañ ket kompez an dornerez.

Neuze, e kreiz al leur, ur skubelenn vezv gantañ war e skoaz, Yun a ziroll da c’hoarzhin, da c’hoarzhin da vougañ.


Yun a ra kement a vez lavaret dezhañ ober : dibellañ, ober skoilh gant e droad d’an dougerien plouz, sammañ o sac’hadoù d’an dougerien greun, treiñ an hejerez, a bennadoù ; dieren, teurel war an daol, tennañ digant an dornerez ha rozellañ war ar bern. An dour-c’hwez a ver puilh diouzh e dal.

Seza a lavar dezhañ :

— Re e labourez, Yun ; arabat labezañ da gorf, evel-se.

— Yun a zo ur marc’h, eme ar Saliou.

— N’eus ket ur gwaz par dezhañ war al leur, eme ar Jaouen.

Ha Lan ar C’hor :

— Yun !… Deus amañ da deurel war an daol !

Ha Yun a daol war an daol, hag eñ e-unan o tieren.

— Skourjez d’ar c’hezeg, mallozh ruz ! a c’harm Lan ar C’hor.

An dornerez a groz, ar greun a skrij ouzh ar potin, ar siminal a zislonk poultrenn ; kanastelloù an hejerez leun a blouz a zo start da dreiñ ; an dougerien a c’houlenn dougerien all.

Yun a daol war an daol… Hogen, kerkent dispaket ur malan emañ sachet gant an daboulin. Dramm ha dramm ez a ar c’herc’h er c’houfr, ha, goude pep dramm, e tregern, goullo, an dornerez.

— Hei ! eme ar C’hor.

Yun a dorr an ereoù, gant e zaouarn, a daolioù treid.

Ar Saliou a sil un dra bennak e skouarn ar boueter.

— Va dornerez a zo nevez, a zo respontet dezhañ.

Ha daou zramm e genou an dornerez, ken e term.

Ar c’hezeg a eonenn gant ar wakol hag ar sugelloù. Un dorner a hop :

— Kerc’h d’ar c’hezeg, ha da evañ d’ar baotred !…

An ozhac’h a gemer un dornad plouz diouzh an hejerez hag a vrall e benn.

— Drailhañ plouz nemetken !

Ar wreg a zegouezh gant ur voutailhad hini kreñv.

Yun a azez. An dour-c’hwez a roudenn e zremm poultrennek. Seza a zeu d’e gavout :

— Skuizh out, emezi.

— Ya, eme Yun.

— Arabat labourat re. Bremaik e teui ganin da hejañ plouz.


Ha d’ar c’hrogad all, Yun a gemeras ar forc’h koad hag a hejas plouz gant ar bennhêrez. Hag ar bennhêrez a gane :


Me am eus kavet, ur mintin,
Un durzhunell eus ar bloaz-mañ…


An dornerez a droe ingal. Paotred ar rozelloù a eilbike merc’hed ar restell ; troer kozh ar wenterez a rae outo luchadennoù hag a c’hoarzhe gant e c’henou dizant :

— Hi ! Hi !


An dornerez a zo tavet, ar baotred a zisparl o c’hezeg ha, goude o dourañ, o stag dindan an avalennoù gant o bec’h melchon dirazo. Paotred ha merc’hed a zo chomet da zibellañ, da verniañ ar greun ha da zistlabezañ al leur. Lan ar C’hor a lard rod vras an dornerez.

— Yun, emezañ, lard melen a lakfe barv da ziwanañ dit.


An dornerien o deus debret o lein. Darn er porzh, a zebr un tamm bara gant un drailhenn gig, darn all a zo gourvezet a-c’hwen o c’hein pe war o c’hof, e disheol ar gwrac’helloù. Ar c’helien a flemm, gwenan a safron er bodoù skav, gwesped a nij el liorzh, en dro d’an avaloù bleudek.

Yun en deus lonket buan e damm bara ; emañ azezet war ur piler-maen, ouzh harp an ti ; n’en deus ket kredet mont d’ober ur gourvez. Seza, azezet en e gichen, a zo kroget da varvailhat gantañ.

— Petra e kanin dit, an taol-mañ ? emezi.

— Ar son hoc’h eus kanet din bremaik, a respont Yun.

Ha Seza a ganas :


Me am eus kavet, ur mintin,
Un durzhunell eus ar bloaz-mañ,
Ha bremañ, bemdez e kan din,
An durzhunellig a garan…


Pa voe echuet ganti, Yun a lavaras :

— Brav eo ! Me a garfe gouzout kanañ ivez.

— Ma karez e vo desket dit. Deus warc’hoazh d’abardaez da foenneg ar stêr ; pa ’z in da gerc’hat ar saout e teskin dit :


Me am eus kavet, ur mintin,
Un durzhunell eus ar bloaz-mañ…


— O ! paotred, debret o deus ar c’hezeg o c’herc’h.

— Sell ! Yun ne ra ket e gousk ae ?

— Chomet eo d’ober chiboud war e biler.

— Penaos e teufe ar c’housked dezhañ pa ne zihun ket ? eme Lan ar C’hor.

Hag adarre ! An teodad ne blijas ket da Yun. Kinnig a reas sevel.

— Re abred, eme ar C’hor ; arabat kregiñ a-raok ma vo staget ar c’hezeg. Ma karez e teui ganin da lardañ dent ar rodoù !

— Ha, ma karit, da voueta, a lavaras Yun.

Hogen, ne loc’has ket, rak Seza he doa lavaret dezhañ :

— Na respont ket Lan ; douget eo d’ober goap ha prim eo.

Seza a gredas dezhi klevout Yun o c’hoarzhin.


Ar merc’hed a sav ; skoulmet o deus ul lien war o fenn evit diwall o blev diouzh ar boultrenn. Hern ar c’hezeg a stok ouzh ar barrennoù houarn, melloù ar chadennoù a sklint, kraponoù ar sugelloù a sko ouzh kraponoù ar sparloù ; ur plac’h hag ur paotr en em dag war zigarez ur mouchouer.

Yun a sav ivez. Sellout a ra ouzh e di, war an dorgenn. Echu eo e zevezh gantañ.

Nemet, war al leur, un den a hop :

— Pelec’h emañ Yun ?

Mouezh ar C’hor an hini eo.

Ne daio ket Yun d’ar gêr.

Da gavout ar C’hor ez a ha goulenn a ra digantañ :

— Petra ’zo ?

Ar C’hor a chom souezhet.

— Ar c’hezeg, emezañ, n’o dije ket kroget, mar ne vijez ket bet aze.

— Te… te…

Besteodiñ a ra Yun.

— Te… te… a zo… un hejer plouz, eme Lan ar C’hor, o taneal.

Ne lavar ket hiroc’h. Yun en deus graet warnañ ul lamm bleiz hag e zibradet ha taolet war an daol, e benn en a-raok.

— Hei ! eme Yun.

Ar c’hezeg a ra ur frapadenn ; an daboulin a loc’h.

… Gwazed a zo dilammet hag o deus miret ouzh an darvoud.

Yun a ziver ar gwad diouzh e zorn. Gouelañ ’ra. Seza a zo deut war e dro :

— Deus d’an ti, emezi, ma vo lienet da zorn.

Yun a ya d’he heul, mezhek. A-dreñv e gein, ar C’hor a razailh ; tri gwaz o herzel outañ lakaat e zorn en e c’hodell.

Yun en deus c’hoant dont war e giz.

— Daonet !… a yud ar C’hor.

Ha Seza a lavare da Yun :

— Petra a oas o vont d’ober ? An dra-se n’eo ket mat.

Yun a stouas e benn hag a lavaras :

— Mont a ran d’ar gêr.

— Gwell eo dit chom en ti…

— N’em eus ket aon, eme Yun.

Graet en deus anaoudegezh gant e nerzh.


Yun a bigne gant ar wenodenn… En traoñ, un dornerez a voude dizingal. Skuizh bras e oa. Azezañ a reas hag e sellas ouzh ar stankenn. Pateriñ a reas un dra bennak :

— Seza…


Antronoz, d’ar mare eus an abardaez ma vez kerc’het ar saout d’ar gêr, Yun a ziskennas d’an draonienn.


… Me am eus kavet, ur mintin…


Hedañ a reas ar stêr ur pennad, hag ec’h azezas war ar geot, eus tu an dour. Er foenneg a-dreñv e taskirie buoc’hed ; un ebeul a zaoulamme en dro d’e vamm.

En tu all d’ar stêr, an heol a oa diskennet izeloc’h eget skourroù izelañ ar gwez pupli. Klouar e oa an amzer. Du-hont… kroz ar skluz. Marv e oa tizh an dour ha ne dremene daskren ebet war ar gorre. Un nadoz-aer a oa moredet war ar c’hegid. En ur vodenn haleg, ur vilfig a c’houlenne glav.

Ha bep ur mare, Yun a droe e benn.


Me am eus kavet…


Ur mevel a zigoras kloued ar prad. Ar buoc’hed unan hag unan, ar gazeg, an ebeul a gemeras hent ar c’hraou, en noz o tont.

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Ar skluz hepken a drouze en draonienn. Etre delioù ar c’hegid, Yun a welas ar stêr o wennaat, o lugerniñ. Al loar a baras en dour.

Yun a en em gavas genaouek.

Digarez da c’hoapaat a vezo kavet adarre.

Sevel a reas.

— Me ’lazho an den-se, emezañ.