Mont d’an endalc’had

Yannig ar c’hemener

Eus Wikimammenn
Kroaz ar Vretoned, 1907



MARVAILH NEVE
————
YANNIG AR C’HEMENER
————

Evit dizrei eun tam spered lennerien Kroaz ar Vretoned diouz an treo trist a bouez hirie war hon bro Breiz gwall-gaset en amzer a rên, me ya da gontan d’ê eur marvailh kaër disket gwechall ganin.

Gwechall goz e veve en Breiz eur c’hemener yaouank, e hano Yan. Ne vije gret hano ebet anezan nemet Yannig ar c’hemener. Eun den kaër e oa ; eun den dorniet mad e oa ive. Ne vije ken kaoz dre ar vro tro-dro gant ar merc’hed yaouank, nemet eus Yannig ar C’hemener, hag eus e di bihan kempennet-kaër. An holl verc’hed yaouank a oa en c’hoant da gaout anean da bried, ’met hen a oa e spered hag e zonjou war unan, ha ne felle ket d’ean kaout re-all.

Damdost d’e di e veve eur gemenerez ive, o chom gant he mam, he hano Jannedig, karet meurbet dre ar vro dre e skouer vad, rak meurbet e oa skouerius he bue. Noz ha de e laboure hep ehan evit gounit ar bara pemdeziek d’he mam ha d’ezi. En eur gas en dro he noade (he nadoz) hag he neuden, e kane dalc’hmad soniou ha gwerziou en enor d’ar vro ha da zent koz Breiz. Eun dudi e oa bean o vevan en kompagnunez eur plac’h ken fur, ha spered Yannig a vije dalc’hmad o sonjal en se, rak, ma oa hen eun den dorniet mad, hag eun den kaër a gorf hag a spered, Jannedig a oa ive eur vaouez a doujanz Doue.

Eun devez Yannig a lakeas en e ben dimezi, hag e sonjas mont entrezek ti Jannedig evit goulen hec’h asant diganti. Jannedig a chomas mantret o klevet ar goulen-se, rak ne oa tam eus renk Yannig, daoust ma oa kemenerez hec’h unan. Yannig a oa pinvik, rak e zoare mad hag e vrud vad o devoa lakaet anean da gaout kals a dle labour hag evelse e c’honee kals a arc’hant.

Jannedig, er c’hontrol, a oa paour, ha peurvuian an hini ve paour a ve red d’ean chom paour dalc’hmad, rak ive ouz ar baourante e ve droug dalc’hmad, hag eur wech aet paourante war varc’h e ve diez bras he disken ; na c’houlen ken disken en traou, Setu ar pez a arru gant ar bevien gez, ne vent morse sikouret a-walc’h. Ze ’ve penn-kaoz d’ê e renkont chom en o stad. Ma, Yannig na zellas ket ouz se. C’hoant an nevoa d’he c’haout da bried ; bean e divije anei sur mad. Evit dinec’han anei, e roas d’ei da ober eur boned bihan evel e ve laket d’ar vugale da vont da vadei. Hennez a oa brodet ha advrodet ha kempennet kaër meurbed, ken e vije lavaret ne vije ket gret war an douar. Yannig a lavaras d’ei :

« Jannedig, emean, c’hoant am me d’az kaout da bried hag e kredan e vi kontant eus ma goulen, ’met ’vit se e ri d’in a-ben dizadorn (hirie ez omp ar lun), eur boned bihan evel hennez. Neuze e vefomp dimeet. »

Jannedig na lavaras gir ebet, mes na sonjas ket neubeutoc’h. Dioustu e krogas gant ar labour, hag e reas ive eur boned, mes daoust m’en devoa an henveledigez ouz hini Yannig, ne oa ket da dostât. Kaër he devoa brodi anean na dostae tam da hini Yannig hag e oa o vont da lezel anean a goste hep sellet outan ken, pan arruas eun Otro bras en ti.

— « De mad, emean, plac’h yaouank ; mont mad a ra ar bed ganac’h ? Gwal-nec’het ho kavan, petra a ra d’ac’h bean ken trist ? Kontet d’in, mar plich, ho tristidigez. »

Jannedig o welet madelez an Otro-ze hag e stum mad (daoust ma oa an diaoul) a gontas d’ean he doare er c’hiz man : Otro, emei, me am eus roet ma gir da demei da Yannig, ar c’hemener, a garan kals, hag evit se en neus roet d’in eur boned da ober evel hennez, hag am eus labouret hep ehan enpad ar zun, arru eo an de diwean ; ha ma boned neket c’hoas pare ; na vo ket zoken, rak na labourin ken warnean.

— « Diskouezet anean d’in, Janned. »

Jannedig a diskouezas ar boned.

— « Hola, emean, ma neket nemet unan evelse, me reio unan d’ac’h hep dale. — Sellet, emean, ouz heman » hag eus e c’hodel e tennas unan hag a oa hanval-tre ous egile, evel pa vije hen e vije.

EIL BENNAD

— « Setu aman eur boned, eme an otro, hag a zo hanval-tre ouz hennez. »

— « Ya, avad, eme Jannedig ; mar karet rei anean d’in, me zo zur eus ma fortun. »

— « Ya, eme an otro, en eur ober eur c’hoarz skrijus, ken na dregernas an ti, te zo sur eus da fortun ! Mar karez, me fortunio ac’hanout ; rak n’a teus ken da ober nemet dimezi d’in hag a po ar boned. »

— « Rin ket, avat, eme Jannedig, na dimezin ket d’ac’h rak roet am eus ma gir da Yannig, ha ne garan nemetan. »

— « Ma, eme an Otro ; mar keret laret d’in e teufet ganin a-benn eur bla aman, de evit de, me roio d’it ar boned. »

Jannedig, hep sonjal, a lavaras ya, rak ar boned a gave mad, ha gantan e oa sur eus Yannig, hag an de warlec’h, e vije dimezet d’ean.

— « Dal, kemer anean ’ta, eme an otro, ha dalc’h da bromeze, ac’han d’an de-man penn bla. »

Jannedig, ken dinec’h ha tra, a gemeras ar boned. War se an otro ac’h eas kwit hep lavaret gir, enpad ma oa Jannedig o sellet ouz ar boned hag o sonjal en Yannig.

Ne oa ket aet mad an otro eus an ti pa dizroas en-dro da laret da Jannedig ar c’homzou-man :

— « Plac’h yaouank, emean, lavaret a ran d’ac’h c’hoaz am eus eun ali da rei d’ac’h, rak arabad eo d’in ankouaat, rei ma hano d’ac’h. Ma hano eo markiz Rokilo. Dalc’het sonj eus an hano-ze, rak m’ho pe sonj anezan, e vezo mad, hag e lezin ac’hanoc’h da vevan en peuc’h gant ho pried, nemet ma n’ho pe ket a sonj, e teufet ganin. »

Neuze ec’h eas kwit hep dizrei mui.

Kenkent ha mac’h eas ermaes ec’h arruas Yannig da c’houlen kelou ar boned. Jannedig, dinec’h mat, e roas d’ean.

— « Mad, eme Yannig ; breman e vefomp dimeet. Ansav a renkan ez oc’h par d’in evit ar labour ! »

Setu e oe gret an eured gant lidou ha digorou bras. Paour ha pinvidig a oe pedet da zont, hag holl e oant laouen gant o lod, hag e veulent ’tro pad ar pred madelez an daou bried neve.

Goude ’oe fin d’ar reuz vras, ec’h eas an daou bried da chom en o zi o unan. Biskoaz ne oe gwelet tiad tud o vevan evurus evel ar re-man.

Yannig a gane kalounek en eur wriat, en keit ha ma vije e wreg o pleal gant labour an ti. Bevan a rejont evurus ha laouen ken na deuas sonj da Jannedig eus ar bromese he devoa gret d’an Otro an nevoa roet d’ei he boneden.

An anken hag ar boan-spered a lakeas anei de-ha-de da dizec’han diwar he zreid, ha Yannik o welet e bried ken drouk-livet ha ken kasti, rak ne oa mui nemet ar skeud anezi, a c’houlennas diganti petra oa kirieg d’ei da vean evel-se karget a velkoni, pan-eo-gwir hen an nevoa bepred eviti ar memes karante.

Jannig a lavaras : « Na dalve ket ar boan d’in lavaret d’ac’h pan-eo-gwir nan oc’h ket evit ma diboanian. »

— « O ! Jannedig kez, emean, lavaret d’in mar plich, ha mar dan gouest d’ho tiboanian, m’hen tou d’ac’h e rin. »

— « Nan, nan, emei, n’oc’h ket gouest, na c’houi na den ebet ! »

Dalc’hel e reaz evel-se da dizec’han ken ne oa ken evit chom en he zav. Ne oa ken ive nemet eiz de ma tlee seveni ar bromese he devoa gret. Noz ha de na re nemet gouelan. Yannig, o welet glac’har hag anken e bried, a c’houlennas c’hoaz diganti petra oa kirieg d’he c’hlenved ha d’he daërou.


— « Ma, emei, Yannig, red eo d’in ansav d’ac’h. An de arok e oamp dimeet, e oan nec’het-bras o welet ne oan ket evit ober eur boned da hanvalout ouz hoc’h hini ha ken nec’het e oan ken na ouien da betore sant ’n em vestlan. E oan evelse nec’het-bras pa antreas eun den en ti, henvel ouz eun otro.

TREDE PENNAD

— « E oan evel-se nec’het bras, a lavaras Jannedig, pa antreas eun den henvel ouz eun otro en ti.

« De mad, plac’h yaouank, emean, gwall-nec’het ho kavan, daoust petra ho laka ken nec’het ; lavarit d’in mar plich, da me ho tiboagno. »

Setu me o kontan d’ean ma foan-spered ha ma nec’hamant. P’am oa achu, hag hen o rei d’in ar boned-ze, a zo bet penn-kaoz d’hon fortun, en eur laret d’in derc’hel sonj eus e hano. Enpad pell amzer goude hon dimezi me ’moa sonj eus e hano, nemet gant an amzer me zo deut da ankouat, ha na chom ken nemet eiz devez ma renkimp ’n em dispartian an eil diouz egile goude eur blavez evurusted pen-da-ben.

— « Jannedig, eme Yannig, marteze e oa kemener ive en e stad, ha m’hon dije galvet an holl gemenerien da dont aman dirazoc’h, marteze ho pije anavezet anean ? »

— « Ya marteze, eme Jannig. »

Ma fe, gret e oe. Embannet e oe dre-oll en Breiz d’ar gemenerien en em gavout, a-benn ar yaou da noz, d’an diwean termen, en ti Yannig ar C’hemener, en kanton Perros, evit eun dra a dalvoudegez.

Setu oa ’n em gavet prez war ar gemenerien. Deut e oant holl nemet unan, ha Jannig na anavee hini ebet anê. Koulskoude unan a vanke c’hoaz ha heman a oa red da gaout. Gortozet e oe, nemet na arrue ket. Setu ’oe nec’hamant adarre mui-ouz-mui.

Heman a oa o tont evel-se a drain vat, rak eun tam e oa diweat ive, pa welas eur c’hâd o tifourchan a-douez eur voujen lan. - « Hôla, eme heman, ma c’halfen tapout ar c’hâd-man, ze rafe kals a blijadur da Yannig ha d’e wreg ! » Eur reder mat e oa, mes ’velkent pevar droad a red muioc’h evit daou, ha na c’hellas ket he zapout.

Heuilh a reas ar c’had eur pennad mat koulskoude, ken nac’h eas en eun toull louarn en douar.

— « Mad, emean, aze e tapin anei bepred ! » Disken a reas en toull, mes pegen zouezet ne oe ket, pan en em gavas en eun draouien vras, leun a c’hlazur hag a we huel, e-kichen eur c’hastell kaër meurbet.

— « Bôn, emean, sell ama eun dra fentus avad ! Sur a-walc’h eo ec’h on diskennet en ifern. Ma ! demp bepred da welet piou zo o chom er c’hastell man. »

Ankoueet gantan Jannedik hag ar c’hâd, ec’h eas da welet piou oa o chom er c’hastell. Pan arruas, e oa ar mevelien o fichan eur c’haronz kaër hag o pourchas pep tra evit mont da gerc’hat Jannedig an de war-lerc’h.

— « De-mad d’ac’h, tud vad, emean, c’hwi lavarfe d’in pelec’h emon aman, rak me ’meus kollet ma hend ha n’ouzon ken pelec’h on aru. »

— « Ya, emê, diskennet emoc’h en ti eur markiz bras, ha, ma ’peus c’hoant mont kwit, dalc’het da vont gant an hent-se. »

— « Trugare d’ac’h, emean ; mes lavaret ho pije d’in ive, mar plich, pesort hano an neus ar markiz-se, rak me gred e bras ha pinvik, pan eo gwir an neus treou ken kaër. »

— « E hano, ma den mad, eo markiz Rokilo. »

— « Trugare d’ac’h c’hoaz eur wech, emean adarre ; mes lavaret d’in evit petra e labouret ken kalounek-se hag e laket an treou-se ken kaer ? »

— « Abalamour, emê, e tle hon mestr mont warc’hoaz da vit eur plac’h yaouank war an douar hag a zo promese etreze eur bla-zo. »

Ar c’hemener-man a zonjas dioustu en Jannedig. « ’Meus aon, emean, n’on ket war an douar aman. »

Hag hen da redek ken na nac’he e alan ennan, en eur lavaret bep kammad : « Markiz Rokilo, Markiz Rokilo ! Gant-se, emean, me mo sonj ; rak sur awalc’h, heman a yelo warc’hoaz da gerc’hat gwreg Yannig ; me ’ya da laret d’ean. »

Hag e rede adarre ’n eur laret hano ar markiz. E oa o vont evelse d’ar red pa skoas e droad en eur wrizien gween, hag e koueas d’an douar. « Malloz ar foueltr, emean, markiz Rok ! markiz Rok ! - Arsa Doue, emean c’hoaz, ankouaet am eus. » Setu e renkas adarre mont en dro.

— « Gorteit ’ta, ma zud vad, emean, pesort micher a re ho mestr gwechall ? » — « Kemener, emê, e oa. » — « Ha breman pesort hano an neuz ? » — « Markiz Rokilo » emê adare.

— « Findampret, emean, laër e oa ’ta mar deo deut da vean markiz eus kemener. Sur a-walc’h heman a yelo arc’hoaz da gerc’het Jannig. Lez anean ! n’an nevo ket anei avad ! » Hag hen d’ar red adarre en eur laret bep tro : « Markiz Rokilo ! Markiz Rokilo ! »

Digouezout a reas e ti Yannig ’ben ar fin ha bec’h war-nan ’vel eun den o vont da vougan.

— « Yannig, emean, na grozez ket d’in, rak ma ouijez pesort tro ’meus gret ! » hag hen da gontan e dro hag o laret pelec’h e oa arruet ha dre belec’h e oa tremenet.

— « Hag, emean, ar pez ’meus kavet ar muian fentus e oa klevet e oa aët eur c’hemener da varkiz, me ’zo sur e oa laer hennez ha breman eman en ifern. » Na lavaras ket a c’hevier pan-eo-gwir ar markiz e oa an diaoul.

Gant prez vras e c’houlenjont pesort hano an nevoa.

— « Markiz Rokilo, emean. » — « Hennez eo, eme Jannedig dioustu. Dont a ra da zonj d’in breman. »

Setu aët kwit ar gemenerien pep-hini da gavet e vro. Ne oa ket aet pell bras treid an hini diwean er-maes an ti pan em gavas ar markiz.

— « Ac’hanta, plac’h yaouank, emean, sonj a teus eus da bromese ? » — « Ya, emei, sonj am eus. » — « Pesort hano an nevoa ta ? » — « Markiz Rokilo, eme Jannedig, kenkent. »

O klevet an hano-se, an diaoul ac’h eas ermaez evel eur c’hi klanv, hag a gasas gantan an hanter eus mogeren an ti.

Jannedig ha Yannig, en eur sevel ar vogeren a neve, a oa kwit ; hag an diaoul n’an nevoa bet netra evit e lod.

Bevan a rejont en peuc’h enpad pell amzer ; bet o devoe kals a vugale. Bevan a rejont koz koz hag o devoe an eurvad da velet o ligne o ’n em asten dre ar vro, ha zoken bean ’zo dioute c’hoaz etouez kemenerien er vro-man, herve am eus klevet. ’Met na vo ket red d’ac’h laret ez eo ar gemenerien a zo c’hoas er vro-man eus ar memes gouen gante ive. Me ’meus klevet ma unan, ha me ive lavar d’ac’h evel am eus klevet.

(Divez).

L. Charran.