Mont d’an endalc’had

Yann ar Baon

Eus Wikimammenn
Kroaz ar Vretoned, 1907



YANN AR BAON
————


Eur c’halvez koz eus parrez Lok-Eginer a gonte kement-ma d’in n’eus ket gwall bell zo.

Al labourerien eus ar c’heariou
A gred an holl sorc’hennou ;
Deomp da gonta unan vras,
Marteze ’vezo kredet gwelloc’h c’hoaz !

Yann ar Baon, war am eus klevet, a yoa o chom e Ti-Boud, parrez Gwinevez, e leac’h ma ’z eus brema eur c’halvar. Eun ti hag eur gwele bras a ranke kaout mar deo gwir ar pez am eus klevet : Yann ar Baon a yoa en e wele etre nao bleg, ha nao metr an devon pep pleg !

Marteze ez eo gwir ; re wir kentoc’h zoken, a lavare eun doktor bras eus n’ouzon dare pe leac’h, a vro ar peulvaned, kredabl eo.

Yann a yoa krog en e ugent vloaz, ha morse c’hoaz koulskoude n’oa bet savet eus e wele. E vamm, hi, a ranke mont bemdez da redek an henchou da glask bara d’he mab lezirek. An amezeien alies a rea rebechou d’ezi abalamour na rea ket d’he faotr sevel evit mont da glask pe da c’hounit.

Eun dervez, oc’h erruout er gear, ar vamm a lavaras da Yann :

— « Asa, va mabig, red e vezo d’it evelato sevel eus da wele… »

— « Sevel eus va gwele ? Petra eo an dra-ze, mamm ? »

— « Dont er-meaz alese, va mabig keaz, da glask pe da c’hounit. »

— « Da glask pe da c’hounit ? Petra eo an dra-ze, mamm ? »

— « Mont da glask da voued pe da c’hounit anezan, na petra ’ta, mabig keaz ! »

— « Mad, neuze, va mamm, me zo o vont da zevel, eme Yann. »

E zillad a wiskas en e wele. Goude e taolas e dreid war ar bank-tosel.

— « Ya, va mamm, mez daoust hag-en e vezo ar bank krenv a-walc’h d’am dougen ? »

— « O ya, mechans, va mabig ! »

Ha Yann neuze o teurel e ziwesker hir da heul e dreid war ar bank. Kerkent avad e oe klevet eur maread strakadennou. Ar bank eo a yoa o tigeri gant Yann, ken pounner e oa.

— « Daoust hag an douar, mamm, a vezo kalet a-walc’h d’am dougen ? »

— « Marvad sur, diodig ! »

Pa lakeas Yann e dreid war an douar ez eas e-barz, evel ma’z eomp-ni en erc’h e-pad ar goanv.

— « Brema neuze, va mamm, me zo o vont da glask pe da c’hounit ! »

Hag e sammas eur zac’h hir hir oc’h e gein, a yoa kals hiroc’h c’hoaz. Hag ez eas en hend.

Kenta a gavas war e hend e oa eun ti-fourn. Edo ar fournier o tenna ar bara poaz er-meaz. Dre ma teuent, Yann o lakea en e zac’h. Ar fournier a yoa souezet bras gant kement-all a hardiziegez. Ma lavaras da Yann :

— « Petra reez aze ? »

— « Me a zo o klask pe o c’hounit ! » eme Yann.

— « Hir eo liven da gein, evit gwir ; n’eo ket hir a-walc’h evelato evit dougen ar fourniad-ma en he fez ! »

— « Petra leverez ? » eme Yann.

— « Me lavar, eme ar fournier, e vezo an holl vara-ma d’it, ma sammez anezo war da gein ! »

Ne oe ket red pedi Yann diou wech. Samma a reas ar c’houec’h-ugent dorz vara, hag hen ac’hano hep lavaret zoken « bennoz-Doue » d’ar fournier a jomme da zellet, glas e c’henou.

— « O va mabig paour, eme ar vamm p’her gwelas, e peleac’h ez out-te bet o laerez ar bara-ze ? »

— « Mamm. n’em eus laeret netra. Ar fournier eo an deus lavaret d’in digas ar bara-ma ganen, mar doan gouest. »

— « Red e vezo d’it o faea evelato ! »

— « Tra ! Tra ! Tra ! eme Yann ; n’em eus ket klevet a ganaouennou evel-se ! »

— « Mad, gwell a ze neuze, eme an hini goz ; eur gwaz out, va mabig ! »

— « Kement-se koulskoude, va mamm, n’eo ket a-walc’h : bara hep kig a zo seac’h. Daoust ha da beleac’h ez afen da glask kig ? »

Yann en doa great eur pennad brao a hend pa zigouezas dirak eur gigerez. Edot o skourra eur pez ejen lart a boueze daou vil lur hag a goustas nao c’hant lur d’ar c’higer. Yann an doa great meur a dro d’al loen da c’houzout dre be du kregi ennan evit e zamma, pa zigouezas ar c’higer.

— « Asa, paotr, emezan, teo ha bras out evit gwir ; krenv out ive, kredabl eo. Mad, klaoustre ne deui ket a-benn da zamma an ejen-ma war da gein !… »

Ezom ebet da lavaret diou wech. Yann a laka e choug dindan an ejen ; goude e ra eur jachaden ker krenv ma teu an hanter eus ar zolier da heul al loen.

Pa oe dizro d’ar gear gant e zamm, an hini goz a lavaras adarre hervez he c’hustum :

— « Asa, va mabig paour, ema eat da spered diganez, red eo ma ve. E peleac’h out bet o laerez an ejen-ze ? »

— « N’em eus laeret netra, mamm, » eme Yann.

— « Aotrou Jezuz, ho pet truez outan, rak ne oar ket petra a ra ! Dont a ray an archerien d’az kerc’hat da vont d’ar prizon mar kendalc’hez da laerez evel-se… »

— « Ar prizon ? Ar prizon ? Petra eo an dra-ze, mamm ? »

— « A feiz ! mabig paour, e vezi kaset d’eun toull du… »

— « Asa, mamm, chommit sioul, rak n’em eus laeret netra. Arabad eo d’eoc’h lenva evel-se ; bezit laouen kentoc’h, p’eo gwir hon deus brema kig ha bara da zibri epad eur reujad brao a amzer. Keuneud a vank d’eoc’h d’ober tan, mont a ran da glask. »

Hag hen en hend adarre.

Digouezet en eur c’hoad e tap krog en diou wezen vrasa a gav, hag o zenn griziou hag all eus an douar. En em lakaat a ra neuze d’o gwedenna ha d’o leda e-harz e dreid goude-ze. Diframma a ra ivez ar c’heuneud-all a vriadou. Eur c’hart-heur goude n’oa mui planten ebet en he zav. Digas a ra an holl geuneud-se war an diou wezen gwedennet gantan, hag ec’h eren anezo.

Sammet war gein Yann, ar c’heuneud a zigouezas prestik goude e ti an hini goz. Red mad e oe d’ezi lezel ar c’heuneud-se er meaz, rak an ti n’oa ket frank a-walc’h evit o digemeret.

— « Bara, kig ha keuneud hoc’h eus brema, mamm, ne vank mui d’eac’h nemet dour evit ober souben zruz. Mont a ran da gerc’hat. »

Ha Yann neuze da redek war-zu ar foenneier.

Ne zaleas ket da gaout eur feunteun krenv he eienen. Petra reas Yann neuze ? Klaskit… ! Koulskoude, gwelet a ran ne deuot morse a-benn da gavout. Samma a reas ar feunteun war e choug, ha yao d’ar gear !…

— « Brema da vihana, eme Yann d’e vamm, brema ne vank mui netra d’eoc’h. Beza ho peus bara, kig, keuneud ha dour. N’emaoc’h ket war-nez koueza en dienez. »

— « Nan avat, va mabig ; eur gwaz out hag a oar en em denna mad tre ! »

— « Ya da, mamm ; mez n’eo ket a-walc’h kement-se, mont a rankan da glask pe da c’hounit. »

Dont a rea an dour stank e daoulagad an hini goz pa gimiade dioc’h he mab Yann ; hogen, red mad oa d’ezi len lezel da vale pa n’helle ket hen derc’hel.

Kenta ti a gavas war e hend e oa eur presbital. Hep marc’hata ez eas da skei war an nor. Ar garabasen a deuas da zigeri d’ezan.

— « Piou hoc’h-hu, va den mat ? » emezi, spontet holl o welet eur seurt peul dirazi.

— « Me eo Yann ar Baon,
Ne varvin ken em bezo bet aon ! »

Ar garabasen a c’halvas an aotrou person.

N’em eus ket ezom da lavaret d’eoc’h e oe ken nec’het hag e blac’h. Goulen a reas ivez outan :

— « Ch, ma Doue ! piou hoc’h-hu ’ta ? »

— « Lavaret em eus bremaik d’ho karabasen : Yann ar Baon ne varvo ken en devezo bet aon ! »

— « Petra glaskit, va den mat ? » eme ar person adarre.

— « Deuet on da glask pe da c’hounit. »

— « Pe seurt micher a rit-hu evit gounit ho para ? »

— « Va micher beteg-hen a yoa chomm hep ober netra. Gouest on avad da ober n’eus forz petra, ha pa ne ve ken da zivelfeda (zivelc’houeda) kaol. »

— « Dres, eme ar person, bep bloaz ez a va c’haol gant ar melfed (melc’houed) abalamour eo ne gavan den d’o divelfeda. »

Ha setu ma oe kaset Yann d’ar c’haol. A-benn eur pennad goude e oe lavaret d’ezan dont da zibri e veren. Pa zigouezas er gegin Yann a reas eur zell en-dro d’ezan. Sec’hed an doa ; hag evel ne gave ket a zour, setu hen o tapa krog er gaoler a veze o tomma ar zouben, ha d’he goulonderi e berr amzer.

Goude e krogas en eul loa evit debri e voued. Panefe an aotrou person en divije lonket dioc’htu kement a yoa.

— « Asa, va faotr, war a welan, hoc’h eus ankounac’heat lavaret ho Penedisite ! »

— « Minisite ? Petra eo an dra-ze ? » eme Yann.

— « N’ouzout ket ’ta da Venedisite ? » eme an Aotrou Person.

— « Morse em buez n’em eus klevet hano eus Minisite ebet. »

An Aotrou Person a gemeras ar boan da zeski d’ezan e Venedisite e latin hag e brezoneg. Deski a reas d’ezan ouspenn e bedennou evit mintin ha noz. Daoust n’oa bet morse er skol, Yann a zeskas buan an traou-ze.

Dizrei a reas adarre d’e labour, e leac’h ma chommas betek kuz-heol.

E-pad an amzer-ze ar zakrist (pe ar c’hloc’her) a deuas da gaout au Aotrou Person evit eur gefridi bennak. Ha setu ma savas kaoz Yann ar Baon ganto.

— « Aze, eme an Aotrou Person, ez eus deuet eun divelfeder kaol. »

— « Pe hano a reer anezan ? » eme ar zakrist raktal.

— « Yann ar Baon ne varvo ken en devezo bet aon ! »

— « Mad ! mad ! eme ar zakrist, me welo pe seurt den eo. »

— « Teo hag huel ! »

— « List ac’hanon, eme ar zakrist ennan e-unan ; me a gavo krog ennan e doare pe zoare. »

Hag ez eas d’ar gear laouen bras.

O welet e teue au noz, Yann a zonjas lezel ar melfed e peoc’h evit mont d’an iliz da lavaret ar pedennou an doa desket ken braoik. Dont a reas ar zakrist eur pennad goude da zini (zon) an Anjeluz. Yann ne reas van evit klevet ar c’hleier o volea. Setu perak ar zakrist a oe mall gantan disken da alc’houeza holl dorojou an iliz evit tapout Yann e-bars.

Unnek heur hanter zo skoet ; Yana a jomm bepred war bennou e zaoulin da zibuna chapeledou. Setu hen o sevel en eun taol. Dirazan e wel eun derez.

— « Daoust, eme Yann, da beleac’h ez eer gant an dereziou-ma ? Mont a ran da c’houzout.

Pa oa eat betek an nec’h, edo en eur gador-brezeg. Yann avad ne c’houie ket petra oa. Sellet a reas endro d’ezan, e pep korn eus an iliz ; ne welas ket nemeur a dra, kredabl eo, rak d’ar poent-se eus an noz e vez tenval peurvuia.

D’an taol a hanter-noz an iliz en em gavas leun a dud en eun taol. Kaër en doa Yann sellet outo ne deue ket a-benn d’anaout den ebet.

Eur beleg a zavas oc’h an aoter. N’oa ket hen person ar barrez, hag hini ebet eus an aotronez kureed.

Bep eur mare, ar beleg a zizroe oc’h an dud da lavaret Dominus vobiscum, hag ar c’hurust a responte bep tro : Et cum spiritu tuo.

Yann a zelaoue mat hag a eve an holl gomzou a gleve, ha pa zizroas ar beleg evit an drede gwech da lavaret : Dominus vobiscum, Yann a youc’has : Et cum spiritu tuo !

O veza klevet kement-se, an oferenner, deuet da veza laouen evel heol ar beure, a zizroas oc’h Yann ar Baon evit lavaret d’ezan :

— « Seitek kant vloaz ’zo edomp o c’hedal e teuje enn den beo da lavaret d’eomp ar c’homzou-ze. Ra viot benniget gant Doue da veza hon tennet eus poaniou kriz ar Purkator ! »

Ha setu an iliz deuet da veza goullo a-nevez, nemet Yann hepken enni. An eneou salvet a zave o mouez da gana kantikou a laouenedigez, o c’houlen gant an Holl-C’halloudeg kaout truez oc’h ar paour keaz Yann keit ha ma vije er bed-ma, ha rei d’ezan perz e eürusded ar Baradoz da heur e varo. Grik ebet ken da c’houde ! An eneou a yoa eat d’o bro nevez, ha Yann a ziskennas evit mont d’e wele. Siouaz ! ne gavas nemet dorojou serret ha prennet mat. Kaer en devoe skei, ar re-ma na zigorent nag na dorrent. Goude poania epad ouspenn eun hanter heur, an nor a zigoras anezi he-unan. O burzud ! Ar beleg tennet gant Yann eus ar Purkator eo a deuas da zigeri d’ezan.

— « Eus lein ar Baradoz, emezan, em eus klevet ac’hanout o skei war an nor-ma, hag ez on deuet da zigeri d’it. Gwelet em eus ar Zalver Doue an deus karget ac’hanon da zont d’az kerc’hat evit da gas d’e Varadoz, p’eo gwir ec’h eus bet an eurvad da denna eun ilizad tud eus tan skrijus al leac’h a binijen. »

Lod a lavar ez eas Yann war an heur korf hag ene da heul ar beleg d’ar Baradoz ; lod-all, en enep, a lavar e c’houlennas digant Doue chom c’hoaz eur pennad war an douar evit kreski e zantelez… Ar pez a c’heller da lavaret gant gwirionez eo ne oe mui gwelet diwar neuze wardro Gwinevez ; den nemet Doue na oar da beleac’h eo eat.

(Digaset d’in gant Job-Per ar Bras eus Lok-Eginer).

Klaoda.