Yan ar Burzudou
En amzer tad-koz ma zad-koz, e veve en eul lochig plouz e Lann-Foenn eur pôtr koz hag e bried Katellik. Doue en devoa roet d’ê pevar а vugale. ’met о lamet en doa digante yaouank-flamm, ha setu perak en em gavent, d’an oad а bemp bla ha tri-ugent, hep konfort, hep kar na par, dilezet gant an holl. n’o devoa evel holl zouten nemet eur c’havrig kazi ken koz hag he mestrou.
Yann а oa bet kemener eus e vicher, mes an amzer, hag а zispenn pep tra, ’n evoa ket espernet daoulagad ar c’hemener koz ; ’benn tri-ugent vla, ne gave ken nemet daou doull koste an nadoe. Rankout а reas eta dilezel e vicher, а oa koulskoude e holl souten hag hini e Gatell.
E-pad ar pemp bla-ze koulskoude, gras d’an tammig arc’hant o devoa dastumet ha klenket piz en troad eul loueren neud, gras ive da laez ar c’havr, ne dostaas ket re an dienez da lochig an daou goz, mes, siouaz, ar yalc’had ne greske tamm evit lemel diouti ; pladan а rê bemde, hag, eun devez, e tegouezas d’ar paour kaez Katell gwelet ne oa ken eul liard en ti da brenan eun tamm bara.
— « Yann baour, emezi, petra ’refomp-ni breman ? n’hon eus begad ebet evit hon dijuni hag, ar pez ’zo gwasoc’h, n’eus ket eur gwenneg el loch. »
— « Fe, Katell gez, eme Yann ha ne oa ket eun den d’en em drubuilhan ’rôk ar c’houlz ; petra ’vo graet sur nemet kas ar c’havr da Rostren ? Hirie eman ar meurz. »
— « Gwerza ar c’havr, Yann, ? ne sonjet ket, evelkent ! Penôs e refomp-ni goude, ma Doue ? »
— « Me a oar ervad hon devo dienez outi ; mes petra fell d’ec’h, Katell, euz ar red n’eus ket a remed. »
— « Gwir a laret, Yann baour ; Red mat eo d’imp dispartian diouz hon loen. He gwerz ne harzo ket pell koulskoude, met, keit ha ma pado, ’velkent, ne varfomp ket gant an naon. »
— « Tapet d’in buhan ma bragou lian ha ma zog suliek ; hastet ive chench ho tamm truilhou, ha deomp en hent ! »
Evel-se e voe graet. ’Benn nav eur e oa an daou goz war hent Rostren, o gavrig gantê en ere eur gordenn. Katell a zelle outi gant keun hag a huanade eur wech an amzer ; Yann avat a gendalc’he gant e hent, dinec’h-mat ouz e baourante, eur zac’h gantan dindan e vrec’h.
Degoueet er foar, e klaskjont eul lec’h kled ha plaset-mat evit diskouez o marc’hadourez. Kalz a dud a oa er foar en de-ze, ha Yann a lare d’e hini goz :
— « Kalz a chans hon eus da werzan, Katell, ha zoken da werzan mat. »
An daou goz a c’hortoze gant fians, met, siouaz, ar varc’hadourien ne dostaent ket prim. Doare paour ar werzerien a bellae an holl dioute, hag ar c’havr, moarvat, a oa ken lart ive ken e tivere an treud diouti.
Kreiste, eun eur, diou eur, ha tres ebet da werzan al loen !
— « Arsa, Katell ! eme Yann, ’m eus aon ne werzfomp ket, ha me ’m eus arru naon ken am eus. »
— « Fe, Yann ! mont a-walc’h a rafe eun tamm ganin breman ive. »
— « Chomet aze gant ar c’havr. Me zo o vont d’ober eun tamm tro. n’eus ket da laret, red eo d’imp kavet boued. »
— « Diwallet d’ober troiou kamm, Yann, ha da vout tapet. Laret d’in ive pegement a c’houllin evit houman. »
— « Goullet daou skoed eviti ha na roet ket anei rabat, mar gallet. »
Ha Yann en hent. Bale a rê dre ar ruiou, o sellout a bep tu ouz ar staliou, e zac’h gantan dindan e gazell.
— « Pegement ar bara-man ? » emean d’eur boulanjer.
— « Triouec’h gwenneg. »
— « Em zac’h, eme Yann ; me ne chipotan ket. Prestik ho po mone. »
Hag hen pelloc’h.
— « Pegement ar pez kig-man ? »
— « Dek real. »
— « Em zac’h. » Hag a-rôk.
Pegement an dra-man ? Pegement an dra-se ?… Ha Yann a valee hag ar zac’h a garge. Pa gavas gantan e oa leun a-walc’h, e zonjas distrei da gavout Katell.
Just e oa houman o tont eus ar marc’had he c’horden ouz he brec’h, mes ne oa gavr ebet outi.
— « Gwerzet eo ! » a hopas-hi ’dal ma welas anezan.
— « Ma ! Re oc’h d’in, eme Yann. Ha pegement hoc’h eus bet eviti ? »
— « Ma daou skoed am eus gallet tapout evelkent. Bec’h am eus bet, rak ne c’houlle ket rei d’in ouspenn seiz lur. »
— « Seiz lur, Katelll gez ! Seiz lur ho peus kavet hag hoc’h eus roet anezi evit daou skoed ?
— « Laret-mat ho poa d’in diwall n’am bije ket daou skoed eviti ! »
— « Ya, mes n’am oa ket laret d’ec’h nac’h pevar real muioc’h memes tra. A ! Katellin gez, keun ’meus oc’h kar d’in ! »
— « Kar on d’ec’h koulskoude ’vat, Yann, ha kar mat end-eün. Arsa, ma Doue ’velkent, red e oa d’in bean zod memes tra ! Pa zonjan, seiz lur …. Ya, ya, breman e welan skler perak en deus roet hennez ma goulen d’in raktal, en eur vousc’hoarzin laouen. »
— « Bezan en devoa da c’hoarzin, sur mat ! Mes lezomp ze. Pez a zo graet ’zo graet. Me ’meus dic’haouet an dra-ze aboue ! »
— « Che, eme Katell, petra a zo en ho sac’h-c’houi ?… Ken boemet e oan gant ma seiz lur ken n’am boa ket tôlet ple d’ac’h c’hoaz. Pelec’h hoc’h eus tapet an treo-ze ? »
— « E lec’h em eus kavel anê, Katell ! Mes na chomomp ket da rodal dre aman. Baleomp prim ’trezek Lann-Foenn. Eno ni dorro hon naon. »
’Hed an hent, Yann a gontas e dro d’e hini goz. Houman a chome boemet dirak skiant he den. Aon a deuaz d’ezi koulskoude :
— « Ha mar bec’h tapet, alori ? »
— « Tapet ’vin ket, foeltr gar d’in ! Nag e vefen, petra a vo graet d’in-me ? »
Gwir a lavaras. Den ne deuas da c’houl penn da laeronsi Yann. En peuc’h e tebrjont ar zac’had boued hag an daou skoued. Hogen ne badjont ket da viken ! ’Benn eur pennadig, e koueas adarre an daou baour kez en dienez ar vrasan, hep kavout an dro-man gavr ebet da werzan.
— « Arsa ! eme Yann d’e hini goz eur beurevez, n’hallomp ket chom evelhen da vervel gant an naon. Me ’zo o vont d’ar vilin gant ar sac’had brenn a zo aze. »
— « Gant ar brenn-ze ! Ya dam ! Daoust pesort meliner a zo prest da valan hennez d’ac’h ? »
— « O ! Fransez « Milin diot » n’eo ket eus ar re abretan. Gwelet a refet, Katell, hag hen ne deuy ket ma zôl da vat.
— « Graet evel ma karfet, Yann ; pegwir ne ran ha ne laran nemet traou treuz. »
Ha Yann en hent, e zac’had brenn war e choug.
— « Hê, pôtr, emean d’ar meliner, en eur digoueout er velin, amzer hoc’h eus da valan heman d’in dioustu ?
— « Dioustu, Yann, n’hallan ket ! Red e vo d’ac’h dont da glask anezan warc’hoaz. »
— « Ya ! Sonjet ho peus em me amzer awalc’h da zont bemde da frinkal da « Vilin diot ? » O nan, ma mab paour ! Ma n’oc’h ket evit labourat d’in raktal, me ’zo aet a-rôk. »
Ha Yann a adsammas e zac’h, ’met, e lec’h kemer e hini, e skoas war eur zac’had bleud gwiniz a oa en e gichen. Ar miliner, boemet gant e labour, ne dôlas plê ebet d’ezan, ha Yann, moarvat, ne chomas ket d’ober gwriou eno ive.
Siouaz, kement-se n’halle ket tremen evel-se. ’Benn an de warlerc’h, ec’h arruas bec’h war ar bleud, a oa d’eun ôtrou e kichen, d’an ôtrou Koad ar Barz.
Ha setu jeu avat ! Kaer sellet aman, kaer furchal aze, sac’had bleud ebet ne oa roud anezan. Ne gavent nemet eur zac’had brenn en e lec’h.
— « Han ! Pari eo ar c’hemener diaoul-ze en deus graet an tôl ! eme Fransez, eun dro bennak. »
— « O, sur avat ! eme ar re all. Piou a vije bet ken nemet ar filouter koz-se ? »
Pa ne vije ket kavet ar bleud, e oa red anzav d’ar mestr e oa kollet. Ne voe ket ankouaet tamall ar c’hemener dirakan, ha, zoken, badei anean gant an hanoiou dudiusan.
— « Foutre, eme an ôtrou, ’kav d’ac’h eo Yann ar c’hemener an ije graet an tôl-ze d’in ? Ho kredi a-walc’h a rafen, rak hennez a zo eur maout koz ! Anaout mat a ran anean, hag e Gatellin ive. Eur glemmerez vat eo hounnez ! Gortozomp… Me ’zo o vont da welet penôs eman kont en ti an dud-ze ! »
Ha ’benn an de war-lerc’h, an ôtrou a valee ’trezek Lann-Foen, gant e fuzul hag e daou gi. Ne gavaz nemet Katell er gêr.
— « De-mat, moereb koz, emean ; pelec’h eman Yann ar c’hemener dre aman ? »
— « Aet eo da glask eun tamm koad bennak dre aze, ôtrou. »
— « Da boac’hat ar yod gwiniz, n’eo ket gwir, Katell goz ? »
— « Da boac’hat ar yod gwiniz ?… »
— « Ya, gant ma zac’had bleud e c’hallfet ober bara ha yod e-pad eur pennadig. »
— « Petra a lavaret, ôtrou ? Ho sac’had bleud ? »
— « Allo, allo, Katell, n’eo ket red d’ec’h bean ken zouezet ; ha ne dalv ket d’ec’h nac’h ouzin ar pez a ouian rez mat. »
— « ’N em dromplan a ret, ôtrou paour. »
— « ’N em dromplan ket laouen ! Met
n’eo ket a-walc’h kaout bara, kig a zo
ezom da zibri gantan. Dre-ze, laret da Yann
dont fenoz da laerez diganin daou borc’hell
lart am eus du-man, e korn ma c’hraou.
Mar gall o zapout c’hoaz, e vefont d’ezan.
Met da ziwall an evo avat, rak me lako
ma daou vevel d’o miret gant peb a benn-baz.
Mar be tapet, e paeo evit an daou
dôl ; mes ma ne ve ket, en evo an daou
borc’hell adarre. »
— « Itron Varia Porjou, eme Gatell ’n eur juntan he daouarn, petra lavaret, aotrou paour ! Yann mont da laerez ho taou borc’hel ! Biken avat ! Gwell eo d’imp mervel gant an naon. »
— « Ba, ba ! Katell, me oar ervat pesort hinkin eo Yann ar c’hemener. Hennez ne laro ket eveldoc’h. N’ankouaet ket kemenn d’ezan ma gourc’hemennou. »
— « Me a zento ouzoc’h, aotrou ; met sur oun, hen ne ray ket. »
— « Gwelet e vo, eme an aotrou en eur vont kuit ; chans vat d’ec’h gant ma bleud da c’hortoz. »
Pa digoueas he den er gêr, Katell a hastas displega d’ezan diotachou an aotrou.
— « Ha petra ac’h eus respontet d’ezan, eme Yann. »
— « Fe ! laret d’ezan, sur, em bije displeget e zonj d’ec’h, nemet e oan sur n’ho pije ket sentet outan. »
— « E oac’h sur a ze, Katell ! Ma, me ’lavar d’ec’h ez oun sur eus ar c’hontrol. »
— « Petra, Yann ? Mont a refet da laerez moc’h an aotrou c’hoaz ! Ret eo lavaret evelkent hoc’h eus c’hoant d’achui ho teiou er prizon. »
— « Fe ! gwelet e vo, eme Yann. Kig a zo ezom gant ar bara ! »
Kaer he devoa bet Katell huanadi, ne deuas ket a-benn da drei e zonj d’he den. Heman a oa pennek evel eur beulz.
Digoueet an noz, e tapas e benn-baz, e gordenn, hag hen etrezek ar c’hastell.
Pa oa arru an aotrou er ger, e oa aet ez-eün da gavet e vevelien.
— « Arsa, pôtred, emean, fenoz e kredan ho pezo eun abadenn c’hoarzin a galon. laret em eus da Gatell goz kemenn d’ar c’hemener dont henoz da laerez ma daou borc’hell. Mar gallje o zapout e vijent d’ezan. An hini goz a lavare d’in na deufe ket ; met me ’anav Yann. Sur oun ne vanko ket ! Dre-ze, kemeret pep a benn-baz, ha dindan an noz, en em guzet en-dro d’ar c’hraou-moc’h. Kuit da ober re a zroug d’ezan, roet d’ezan eun tamm lip, kement ha ’n em didui gantan. Me a baeo mat an dra-ze d’ean goude. »
An daou vevel, ha na glaskent ket gwell eget kemer plijadur diwar goust ar paour kez kemener, a zentas gant pres ouz gourc’hemennou o mestr.
’Benn zerr-noz e oant war-dro ar c’hraou, hast gante gwelet Yann o tegoueout. Mes kaer gortoz, kaer gedal, Yann ebet ne dostae.
— « Arsa, Paol, eme Jakez, ’meus aon ne deuio ket ar c’hemener kurun-ze, hag e-lec’h tapout anezan, eo ni a zo tapet da besk-ebrel gant an aotrou. »
— « Ne gredan ket en dije graet an taol-ze d’imp, eme Baol. Me ’zonj e tigoueo ar c’hemener ; nemet marteze e c’hallo bezan diwezat, hag eveldout ez oun krog da skuizan aman. N’eo ket tener an amzer fenoz, malac’htu ! »
— « Laret hardi eman garo, eme egile. Petra a refomp-ni ’ta ? Mar tennfemp eun ard bennak da dapout ar c’hemener hep chom aman da skornan. »
— « Ne glaskan ket gwell, eme Baol, mes penôs e refomp ? »
— « Sell aman ma zonj. Gouveout a rez penôs, ’benn dont aman gant loened pe kirri, re Lann-Foenn a deu bepred dre Lann-al-Lutun, hag eo ret d’ê, ’benn digoueout er porz, treuzi ar parkad banal a zo aze. ’C’hanta, mar skoulmfemp ar banal ’dreuz an hent-karr, Yann, ha ne zonjo netra, o vean deut dre ar wennojenn tro ar park, a gemero an hent-karr gant an daou borc’hell. Pan arrufont gant ar banal skoulmet ar moc’h a skroejo. Klevet a refomp anê, hag evel-se e tapfemp al laer, kuit a chom aman da vervel gant ar riou. »
— « Gwir a larez, pôtr, eme egile ; te ’zo eun den a spered. N’am bije biken kavet eur zonj ken ijinus. Prim d’ar banal eta ! Goude e refomp eur barti kartou da c’hortoz ar barti bac’hadou. »
Hag an daou bôtr da dec’hel en eur sklokal.
Yann, kuzet ’drek ar c’hleun, en devoa klevet ar gôz war he hed.
— « Ya, ya, kanfarded, emean ; mat ha mat sur eo evel-se. Skoulmet aze, me ’zo o vont da skoulma aman. »
Hag hen da gordenni ar moc’h, ha gante ’trezek Lann-Foenn dre eun hent hiroc’h marteze, nemet ne gavas warnan den d’e drubuilhi.
E-keit-se, an daou bôtr a boanie hag a skoulme ken na divere an dour dioute.
P’o devoe fin, e tistrojont da welet ar moc’h a-raok mont d’ar c’hartou. Siouaz ! pa digouejont, pebez estlamm ! Ar c’hraou a oa eno, mes ne oa porc’hell ebet ennan.
— « Kemener ar foeltr ! Laer an diaoul ! Boued ar groug ! » Ne oa hano ebet dereat a-walc’h da rei d’ar paour kez Yann, mes kaer o devoa kornal, an taol a oa graet ha graet lip !
— « Gwasat tôl evelkent ! eme Jakez. Ni, karget d’hen evesaat ha lezel anean da baka ac’hanomp a greiz hon ratoz kaer ! Devi a ran gant ar vez ru ! Mar ’c’h ajemp war e lerc’h, Paol ? »
— « Poan gollet e vefe d’imp, ma fôtr kez, eme heman. ’Benn breman Yann hag e voc’h a zo klozet mat ha ne rafemp nemet gwerzan hon loueou welloc’h pe welloc’h marc’had. »
— « Marc’had-mat a-walc’h hon deus roet anê evel-se, malac’h-toupen ! Mes gwir a larez, Paol gêz, red eo d’imp mont da gousket, pe da esat ober da vihana, rak, evidon-me bepred, me ne gouskin ket re, zur a-walc’h. »
Antronoz, pe glevas an aotrou ober kont eus tro fin ar c’hemener, e tirollas da c’hoarzin.
— « Laret em oa d’ac’h, emean, diwall da vean paket gant Yann. Ar gemenerien a zo tud fin, mes n’eus droug ebet ha ne zervij d’eur vad bennak. Eun tamm kentel e vo an dra-ze d’ac’h, pôtred kez. »
Hag hen, en eur c’hoarzin bepred, ha kemeret hent Lann-Foenn evit gwelet penôs e oa kont gant Yann hag e daou borc’hell.
E-keit-se, heman, savet ’rôk an de, en devoa lazet e voc’h. E oa dres o vont da skourran anê ouz lein al loch, pa welas a-bell an aotrou o tostaat. Lezel a reas anê war an daol.
— « Katell, emean, arru eo an aotrou. »
— « Arru eo, eme Katell ! Ma, Yann, kerz prim da guzat er c’houfr aze ha lez ac’hanoun d’ober ma zonj. N’arruo ket ganin ar wech-man evel gant tro ma seiz lur. Gwelet a ri ! »
Yann a zentas hep gouzout petra a oa e sonj Katell, met houman, ken prim ha laret, he devoa goloet ar moc’h gant eul linsel wenn, laket ouz o zroad eur plad dour benniget hag eur bod beuz, ha hi war he daoulin ouz troad an daol, he fenn ganti etre he daouarn. Just ec’h arrue an aotrou en ti.
— « Foutre, Katell, emean, petra ’zo a neve ? »
— « Aotrou paour, eme houman dre douez he daerou, n’ho peus ket klevet eta ? Yann a zo maro dec’h da zerr-noz. O ma Doue ! rivinet ha mantret oun ! » Ha hi da ouelan adarre.
— « Foutre, eme an aotrou, en eur daol dour benniget war al linsel hag o taoulinan ouz troad an dôl da laret eur bedenn gant e daou borc’hell.
Pa ’n devoe fin e savas en eur laret :
— « Arsa, Katell, souezet oun gant an taol-man, rak bet e oa dec’h da noz o laerez ma daou borc’hell. »
— « O laerez ho taou borc’hell, aotrou ! Ne oa ket, ma Doue avat ; ’benn ar c’houlz-se ma Yann kez ne oa ket sonj ar moc’h gantan. Doue d’hen pardono ! »
— « Ne vern ket, eme an aotrou, an taol a zo graet ha p’am oa aotreet hen ober, n’em eus gir da laret. Mes n’eo ket a-walc’h ! Mar deu beo war e giz, laret d’ezan dont c’hoaz da laerez d’in daou varc’h, daou a gezeg flour ha kaer, sort a zo nebeut er vro-man. Laret d’ezan diwall avat, rak ma daou vevel a zo gwall gounnaret outan, hag a vo oc’h evesaat fenoz gant bep a fuzul. »
— « Chezuz, aotrou, evelkent ! pesort komzou a laret !! Dont beo war e giz ! Me ’garfe a-walc’h, ma Doue ! Mes, na pa deufe, n’eo ket prest dont da laerez ho kezeg. »
— « A fe, laret d’ezan ma zonj en dro-man c’hoaz bepred ; hen a ray e hini goude. »
— « Me laro d’ezan, mar deu beo, aotrou paour ; met ne deuy ket, ma Doue. Red eo d’in beza zod ! » — Ha Katell da hirvoudi mui-ouz-mui.
War gement-se, an aotrou a dec’has. Kerkent, Yann a lampas eus e goufr ; ken laouen e oa ma krogas e brec’h Katell, hag e stlejas anezi, en desped d’ezi, d’ober eun dro-zans dre al loch.
— « Yann, Yann, zod oc’h pe foll, » eme ar paour kez Katell, berr warni hag o stourm ouz Yann par ma c’halle.
— « Me gred a-walc’h sur, Katellin, ec’h an da zodan gant ar joa hag ar madou. Petra ’zo arru gant an aotrou bleup-ze ? Red eo laret en deus c’hoant da rei e blas d’in ha da gemer ma hini. »
— « Penôs ! Mont a refet da laerez ar c’hezeg c’hoaz eta, Yann ? laret en deus koulskoude e vije bep a fuzul gant e vevelien. »
— « Nag e vefe bep a diou gantê, ma hini goz, me ’ra fent a-walc’h eus baboujen evel-se. Lezet-ê war ma c’hont ha bezet dinec’h. Me a ouezo lakaat ar re-ze da skoulman banal c’hoaz an dro-man. »
’Benn an noz eta, e oa Yann adarre war-dro ar c’hastell o klask e du war ar c’hezeg.
Ar vevelien a oa dihun ive, e c’hallet kredi.
— « An dro-man ’vat, eme Jakez, lezet-han hardi. Kaer en deus bezan louarn, ne deuy ket a-benn euz e daol, sur. »
— « Fe d’am daoula ! Ya ’vat, eme Baol. Bezomp gant hon jeu, ma den, rak ouspenn ’vit mez e vefe d’imp bezan paket eun eil gwech gant ar c’hemener daonet-se. »
— « Petra ’lavarfen d’it, pôtr ? n’eo ket henoaz eman ar fest-noz paluvadeg e Bod-ar-C’had ? »
— « A, manestoulle, eo avat ! ne zonjen ket en dra-ze ; ha me prometet mat d’am Janed e vijen aet, koulskoude, rak hi a vo eno henoaz. »
— « Sell, gwir e teus, pôtr. Da hini ’vo eno a dra sur, ma hini-me ’vat ne vo ket. »
— « Manestoulle, ha petra ’zonjo Janed pa welo n’arruin ket ? Kemener ar foultr, ober ’ri d’in koll ma chans ! »
— « Keun am eus ganit, eme Jakez ; mes
setu aman petra ’zo. Mar karez mont d’ober
eun dro, kerz ! Me chomo da ziwall ar
c’hezeg, ha, ’meit ha klanv eo ar c’hemener
eus e gorf, ne deuy ket warnoun-me, sur. »
— « Ober a rafez an dra-ze evidoun ? »
eme Paoul laouen.
— « Ya da ! eme egile. Ro da vrid d’in ha kerz buhan ; kemer da blijadur ha bez dinec’h. Me ne gouskin ket ! Eur wech-all te baeo an dra-ze d’in. »
— « Ya, ha diou wech c’hoaz, mar kari ! » Ha Paol a lampas buhan diwar e varc’h hag a nijas ’trezek Bod-ar-C’had.
Yann, kuzet ’drek ar c’hraou, en devoa klevet adarre kôz an daou c’hloukez. ’Benn eur pennad goude ma oa tec’het Paol, e teuas er marchosi, berr warnean :
— « Sell ’ta, Jakez, emean, bet oun er fest-noz ; mes da vestrez eo a zo eno ha nan ma hini. Pa ’meus gwelet ze, ec’h oun deut raktal da lezel ac’hanout da vont. Petra am bije graet eno pa n’oa ket ma Janed, e-lec’h te a c’hallo ober eur gont gant da Vari. Kerz prim, rak gwelout a rên anezi o sellet. Sur eman o c’hedal ac’hanout… N’eo ket bet ar c’hemener aboue ? »
— « Nan, nan, n’eus ket bet a gemenerien endro d’in. Diwall mat, koulskoude ; rak gallout a ra dont c’hoaz. Me ’zo ’vont avat ha ne vin ket pell. Trugare d’it ha kenavo. »
— « Ya, kenavo ar c’hentan, ma fôtr kez ! Bale, bale ha gra roud hepdale, me ’zo o vont d’ober ive. Arabat eo d’in lakat amzer da goll, pe ec’h arruo bec’h warnoun marteze. »
Prim-ha-prim e tistagas an daou varc’h hag e lakeas en o lec’h daou alar, a oa en korn ar marchosi ; ha, goude bezan laket an diprou war an daou alar-ze, e tec’has dan daou-lamm ru gant ar c’hezeg.
Pa oa degoueet Jakez er fest-noz e oa bet souezet, e c’hellet kredi, o welet Paol eno o tansal gant e Janed. Ha kaer sellet, Mari ebet ne wele.
— « Petra ’zinifi an dra-man, emean kounnaret ? An hini-all en deus sonjet ober anezi ganin, em eus aon. Petra a zonj hennez ? Me ’garfe goût… »Hag hen a-blom d’hen kavet.
— « Gwall-brim e valeez, pôtr, emean. Dre belec’h ez out deut, da vihanan, pa ’meus ket gwelet ac’hanout ? »
— « Te aman ! » eme Paol souezet.
— « Sell aman eul louarn avat ! Paouez gant da ardou, mar plich ; rak evelkent n’oun ket ken zod evel ma ’z oun Jakez. »
— « Petra ’larez ? ’Gomprenan ket ac’hanout. »
— « ne oa ket ret d’it, da vihanan, laret d’in e oa Mari aman e lec’h Janed, pegwir eo gwir ar c’hontrol. Te ’zo eur maout avat ! Ma den, evel-se e paeez d’in ar volante vat am oa d’az lezel da zont ! Trugare, me n’ankouain ket. »
— « En gwirione, Jakez, komz skleroc’h en han Doue. N’ouzon ket petra ’fell d’it da laret. »
— « Penôs ? N’out ket bet breman souden o laret d’in dont da Vod-ar-C’had, e oa ma mestrez aman ha da hini ne oa ket ? »
— « Nan laouen avat, Jakez ! Me n’em eus ket tec’het ac’hann aboue ; kuita, Janed ? »
— « Nan avat ! » eme houman.
— « N’a teus ket tec’het ac’hann ! O, ma Doue, daoust hag ar c’hemener… »
— « A vefe bet o wriat da chupenn, Jakez ? — Eo, eo, ma mignon paour ; deut omp c’hoaz ! Gwelet a ri. »
Jakez ne respontas ket ; tec’hel a reas diouz an ti evel pa vije an tan war e groc’hen. Paol a heulias anean ken prim all, oc’h ankouât laret kenavo da Janed a oa chomet boemet dirak ardou an daou bôtr.
Ar re-man a skarre hag a frinke, me ’lar d’ac’h, ’dreuz ar c’hleuniou, ’dreuz ar parkou, helebini gantê klask piou a vije degoueet da gentan.
Jakez a c’honeas. Er-maez a alan, e tigoueas er marchosi. Heman a oa tenval evel just. Mes ar pôtr ne gemeras ket amzer da enaoui goulou ; klask a reas plas ar c’hezeg, hag e pozas hep gôut d’ezan e zorn war an dipr.
— « Paol, emean, n’int ket aet gantan. ’Man hon c’hezeg aman, ’met gourveet int. »
— « N’eus forz, avat, eme Baol, pe war o zav, pe war o gourve, pan int aze, n’eus riskl ebet. »
Hag an daou bôtr war lein an diprou.
— « Manket out war da daol, kemenerig, emê ; rak, an dro-man ’vat, ne dec’hfomp ket, nag ar c’hezeg ive, pe ’vo gwelet ? »
An de a dostae hag an daou bôtr a oa bepred war an daou alar, o fuzul en o c’hichen.
— « Sell, n’eo ket deut, eme Jakez ; Gallet hon dije chom hon daou er fest-noz. »
— « Ya ’vat, eme Baol. Keun a-walc’h am eus breman ; ha me ’ta ’zo tec’het hep lavaret kenavo da Janed ! Marteze e vo feuket. »
— « O, ne feuko ket ’vit ken nebeut, moarvat. Ha neuze, te a gomzo brao outi ’benn disul. »
— « Chilaou… ’Meus aon, eman arru ar c’hemener. Krog ’n ez fuzul, pôtr ! »
An nor a zigoras ha mouez an aotrou a voe klevet :
— « Ac’hanta, pôtred ! penôs eman kont ? »
— « C’houi eo a zo aze, mestr ! Mat eo d’ec’h bezan komzet !… Bantet e oa hon fuzuliou »
— « N’eo ket bet ar c’hemener fenoz ? »
— « O nan, fenoz n’ en deus ket tostaet evelkent. ’Man ho kezeg aman. Sellet ! »
An aotrou a dostaas :
— « Penôs, pôtred paour, c’houi ra daou varc’h gant daou alar breman ? »
— « Daou alar ! »
— « Fe ! ya ’vat, ma zud kez ! Tremenet hoc’h eus an nozvez war o c’hein… Mes penôs an diaoul hoc’h eus graet ho kont ? Ret eo laret hoc’h eus kousket. »
An daou vevel a chomas ken mezek ma kolljont ar gomz. Red e voe d’ê koulskoude laret ar wirione ha displega o zro war he hed. Aon e doa da vezan gourdrouzet, mes an aotrou a chilaoue en eur c’hoarzin :
— « Deut omp c’hoaz bepred, emezan ; ha war vravaat ez a an traou. Sell aze eur maout a gemener, memes tra ! »
Ha kenkent ha goulou-de e kemeras adarre hent al loch.
An daou goz a oa war evez anezan. P’hen gweljont er pellder, Yann a lampas adarre en e goufr.
— « Arsa, eme an aotrou ’n eur dont en ti, flemmet oun gant Yann adarre ’ta ! »
— « Penôs en dije gallet hen ober ? eme Gatell, hag hen maro ? »
— « Maro n’eo ket, foueltr gar d’ezan ! Nemet ha lazet e vefe bet gant ma c’hezeg ’n eur dont d’ar ger. »
— « Yann n’eo ket bet o laerez ho kezeg, aotrou ; ’n em drompla ’ret. »
— « Ne ran ket, Katell, ha c’houi ’oar an dra-ze kenkoulz ha me. Mes, n’eus forz, n’oun ket flemmet a-walc’h c’hoaz. Laret d’ezan dont henoaz adarre da laerez kouign an itron, a vo er forn o poac’hat. An dro-man ne vo ket ken dru e c’honid. ’met mar deo den, e teuio memes tra, rak, ne паc’han ket ouzoc’h, Katell, c’hoant am eus da dapout anezan. Kazi mez hon deus, me ha ma mevelien, bezan paket ken lous gant eur c’hoz kemener ! Dre-ze, laret d’ezan e kontin warnan. »
— « Graet e vo herve ho c’hoant, eme Katell, ’n eur daol eur zell korn ouz ar c’houfr, e wigne Yann ennan d’e hini goz, dre doull an alc’houe, laret ya d’an aotrou. »
Heman a dec’has. Yann a yeas, an de-se, d’ar foar da werza e zaou jo, mes ’benn an noz e oa adarre en-dro da gastell Koad-ar-Barz.
An daou vevel a oa ’benn neuze en toull ar forn, bep a benn-baz dero ’n o daouarn, o fuzuliou ’n o c’hichen. Yann o gwele ’dreuz ar brouskoad, e oa kuzet ’drek d’ezan, hag ennan e-unan, e lavare :
— « Startoc’h e vo ma zro ar wech-man, ’meus aon. Penôs e rafen ?
— « Ba, emean ’benn eur pennadig, red eo d’in bezan zod ! Aman n’eus tu ebet nemet unan : mont e-barz dre al lein. »
Sevel a reas didrous war ar forn, goude bezan karget e dog gant pri eus an hent. Gant poan hag amzer e reas eun toull bras a-walc’h evitan da dremen. Ar forn a oa tomm ken na oa ; mes Yann ne oa ket nec’het gant se. Disken a reas e-barz goustadig, ha goude bezan tapet ar gouign ha laket en he lec’h ar pri melen a oa gantan, e savas war-bouez e zivrec’h. Biskoaz bravoc’h !
Ar bôtred n’o doa klevet sort ebet, ken boemet ma oant gant o c’hôz.
— « ne deuy ket fenoz, eme unan ; gouveout a ra marvat n’eus ket tu evitan da ’n em dennan. »
— « O nan, ’gredan ket e teufe. Karout a rafen hen gwelet, koulskoude, hag ober eun tamm abadenn gantan evit en em domman, na pa ne vefe ken. Yen eo aman, ne gav ket d’it ? »
— « Sonjal a ran ! Ha c’hoant kousket em eus arru ! Sonjet ec’h omp teir noz ’zo oc’h evesaat ar gwidal kemener-ze. Sed aman eur vicher an diaoul pelloc’h memes tra ; ha c’hoaz, mar deufemp a-benn dioutan eun dro bennak, mes poan hon devo. »
— « A gav d’it, eme egile ’n eur stardan e benn-baz en e zorn. Houman ne c’houll ket gwell ’vit rei eur pok d’e benn a-drenv koulskoude. »
— « Chilaou, pôtr ; arru eo an aotrou. Laret en devoa e vije deut war greiz an noz da welet. »
An aotrou a oa, evit gwir, eul letern en e zorn, hag hen hanter wisket.
— « Hag ar c’hemener, emean ? »
— « N’eus meneg ebet a gemenerien dre aman, aotrou. »
— « Red eo d’in gwelet ma-unan hag hen eman ar gouign en he flas, rak n’em eus ken tamm fians ebet ennoc’h. »
Distouvet e voe ar forn, hag an aotrou e-unan a yeas e-barz da welet.
— « ’Man aman c’hoaz avat, emean en eur lakat e zorn er bern pri, ’met n’eo ket poaz. Kemeret en devo ar c’hemener aon eus e groc’hen an dro-man, marvat. »
An aotrou a yeas endro d’e wele, hag an daou vevel a chomas betek an de da c’hortoz eur c’hemener ha na dostaas ket.
Siouaz, pa ’c’h ejont an de war-lerc’h da glask ar gouign, houman ne oa tamm ebet poasoc’h eget ar wech kentan.
Neuze e weljont, mes re diweat, penôs e oant tapet adarre. Kounnari a raent, kouls aotrou ha mevelien, hag en o fenn e klaskent eun doare bennak d’en em venji.
— « Gortoet, gortoet, mignon Yann, eme an aotrou : ’benn eur pennadig me zo o vont da rei eur garg d’it fenoz ha, kaer a teus bean louarn, n’en em denni ket en dro-man, sur ! — Arsa, emean da Gatell pa arruas el loch, — ’benn neuze, Yann a oa klenket en e goufr, — pelec’h eman hoc’h hini koz ? »
— « Aet eo da glask un tamm boued, aotrou. Red mat eo d’ean, ma Doue ! »
— « Serret ho keno d’in, Katell ; C’houi zo gaouiad ’vel eur gouik. Me, avat, ne dislaran ket e vo red d’in kemer ar val hepdale, mar kendalc’h Yann da zunan ac’hanon evel-hen. »
— « Ne dalv ket d’in dislaret ac’hanoc’h neuze, aotrou, pegwir n’am c’hredfet ket. »
— « Nan, nan ! Poan gollet e vefe d’ec’h, Katell ; mes n’eo ket a-walc’h ; n’oun ket kontantet gant kement-se. laret d’ean dont fenoz da laerez al linsel a-ziwar ma gwele. Mar deu e daol gantan ar wech-man, ne c’hoantain ket c’hoari gantan ken. Heman a vo e grog diwean, met eur c’hrog tenn e vo ! Dre-ze, laret d’ean bean gant e jeu, rak n’eo ket gant mevelien en nevo kont, mes gant ma itron ha ganin-me ma-unan. »
— « Re a c’houlet digantan memes tra, aotrou paour. »
— « Evel-se eman ma c’hoant, Katell binvik ; buhe ho Yann a fell d’in. Kenavo ! »
— « Ne zonjan ket he rei d’ec’h evit ken nebeut, aotrouig, eme Yann o lampat er-maez eus e arched ; mes ne zonjan ket, koulskoude, lezel ho linsel gant hoc’h hini goz ha c’houi. »
’Hed an de, Yann ne reas netra nemet
sonjal en e dôl. Heman, kaer a oa laret,
a oa startoc’h eget ar re-all.
— « Demp bepred, emean, eur gont bennak a vo graet. »
An aotrou, araok mont da gousket, en nevoa laket e bistolen-dro war an daol-noz ha laket e vevelien, unan e toull an nor, egile e toull ar prenestr, bep a fuzul garget gante evel just. Ne oa ket posupl da Yann dont e-barz dre lec’h ebet, pegwir e oa re vihan ar chiminal.
Gout a ouie skler an holl draou-ze, hag o vean n’halle ket ’n em denn dre nerz, e klaskas adarre eun ard bennak.
O vean graet eur boulom plouz, e wiskas d’ean eur chupenn, eur bragou hag eun tok, hag o lakat anean war veg eur berchenn, e savas anean en uhelder da brenestr an aotrou.
Ar mevel a oa e toull ar prenestr, pa welas ar Yann-ze dirakan. ne chomas ket da zellet diou wech ; biza a reas, ha dao… dao… ar boulom a goueas war ar porz, daou denn fuzul en e benn.
— « Deut eo an taol-man, emezan. »
— « Deut eo ! deut eo ! eme ar re all, en eur strakal o daouarn. Deut prim da douari anean. »
— « Laket anean don, eme an aotrou, gant aon e adsavfe. »
— « Lezet-han war hon c’hont, eme ar vevelien en eur diskenn. »
An aotrou ne oa ket aes en e wele.
— « Marteze, emean d’e itron, an daou innosant-ze ne zouafont ket hennez evel ma ’z eo dleet, hag e lezfont anean da dôl flêr dre aze war lein an douar. Red eo d’in mont da welet. »
Hag an aotrou d’an traon.
Yann a oa o c’hortoz kement-se, hag o lezel an aotrou hag e vevelien war-dro ar boulom plouz, e savas buhan da gambr an itron.
— « Ou ! emean en eur dont e-barz ar gambr — a oa hep goulou, — yen-spontus eo er-maez ; n’oun ket aet tre da welet ar re-ze ; moarvat en em denfont a-walc’h gant ar c’hemener… Ou ! Ia ! Yen eo, Chesus ! »
— « Ret e oa d’it bean zod, eme an itron. Mont er-maez gant eun amzer evel-se, dreist-oll pa n’out ket gwall yac’h en deiou-man ! Deus da gousket ; me ’zo ’vont d’ober eun tamm tro da welet, mar karez. »
— « Te, ma itron gez ! Gwall-yen eo ha waz e vi marteze. »
— « Ne vin ket pell, eme houman. »
— « Piou en dije sonjet biken o dije kerzet ma zraou evel-hen, a zonje Yann, o chacha al linsel diwar ar gwele, o tiskenn ganti hag o kemer a-dreuz parkou, gwenojenn e gastell. Sotat eo an aotrone hag itronezed evel-kent ! Mat int da stagan. »
Yann a oa laouen o vont d’ar gêr gant e linsel, mes e Koad-ar-Barz, an dud ne c’hoarzent ket, a galon da vihana.
Pa oa degoueet an itron er jardin, e lec’h ma oa ar vevelien o paouez kargan an toull war ar boulom, Yann, e oa bet ken souezet o welet hec’h aotrou eno evel ma oa bet heman o welet e itron oc’h erruout.
— « Te ’zo deut aman, eme an aotrou. »
— « Te ’zo aman ! eme an itron. »
— « Petra ’larez, emean, o kredi e oa chenchet spered e hini goz ; gouveout a rez e oan diskennet. »
— « Ya, mes gouveout a ran ive e oas deut war da giz o laret e oa re yen an amzer, hag ez oun deut aman ’vit lezel ac’hanout da vont ’n ez kwele, dre ma n’out ket re yac’h. »
— « A, ma Doue ! Daoust ha gwir e vefe ? N’eo ket posupl evelkent ! »
— « A fe, siouaz, eme ar vevelien, e kav d’ec’h omp deut adarre ? O nan, ze n’hall ket bean gwir ; hunvreal a reomp ! »
Hunvreal a raent, a dra zur, hag evit dihun, e voe ret d’ê distouvan an toull ha lemel e zilhad d’ar boulom plouz. Ha neuze, pebez estlamm, pebez kurun war-lerc’h ar paour kaez kemener !
’Benn ar c’houlz-se, heman a oa kousket mat en e wele-kloz.
— « A, ne zervij ket d’in, eme an aotrou ! N’oun ket evit derc’hel penn d’ean ! Plegan a ran ; Ret-oll eo d’in hen ober, foutre de foutre !
Ar vevelien hag an itron ne respontchont netra. Houman a oa mezek, ar re all fuloret.
’Benn an de war-lerc’h, an aotrou a gemeras adarre hent Lann-Foenn. An dro-man Yann n’en em guzas ket ; chom a reas da c’hortoz anean.
— « Out er gêr an dro-man, Yann ar Burzudou, eme ar mestr en eur dont en ti. Te ’zo eur maout, me ’lar d’it ; meritout a rez bean dekoret. »
— « Kalz re a veuleudi a roet d’in, aotrou ; ne veritan ket kement-se. Re vat oc’h, trugare ! »
— « Na rez ket goap, louarn koz ; anveout a ran ac’hanout reiz breman. Mes n’eo ket a-walc’h ; eur marc’had am eus c’hoaz d’ober ganit. »
— « Eur marc’had ! eme Gatell. laret ho poa koulskoude e vije fin goude ar wech-man. »
— « Ya, ha pa ne dislaran ket, fin a zo ’vit pez a zell ouzin ma-unan, rak n’oun ket o klask lakat ac’hanoc’h en plas mestrez Koad-ar-Barz, itron Katell, met c’hoant am eus da welet Yann o flemman unan bennak ouspenn evidoun. »
— « Ouz piou e fell d’ec’h en em gemerfen, aotrou ? »
— « Ouz an aotrou person. »
— « Chezus Doue, eme Gatell. »
— « Amplik ec’h it ganti, eme Yann. »
— « N’eo na re ampl na re just ! Red e vo d’ec’h a-rôk fenoz degas d’in da Goad-ar-Barz soutanenn an aotrou person, an hini a vo war e gein. »
— « Ne vo ken war e gein ma teu ganin avat, foeltr gar d’ei !
— « Da laret eo, aotrou Yann, e vo red d’ec’h lemel anei digantan e-unan. »
— « Itron Varia Porjou, a huanade Katell ; lemel e zoutanenn digant ar person, kement-se a zo eur follente evelkent, ma Doue ! Hag an alkan-man a zento c’hoaz, gwelet e vo. »
— « N’hallan ket nac’h ouz an aotrou, Katellig kez, [evit] an diwea servij a c’houl diganin. Red eo d’in senti outan ha pa varfen. »
— « Ya, kerz, Yann, eme an aotrou, ha bez dinec’h ; mar deu ar soutanenn ganit e c’hallez bezan didrubuilh ouz an dienez e-pad da zeiou. »
— « Hag a zo gwall-vat, eme Yann outan e-unan. Kontet warnoun neuze, emean d’an aotrou a vouez uhel. ’Rôk an noz ho po ar zoutanenn pe ma c’hroc’henn. »
— « Den out, Yann ! Fizans am eus ennout… Hag a-rôk fenoz ! klevet a rez emean, en eur vont kuit. »
— « Ya, ya, mestr ; kenavo. »
— « Red eo laret eo eus an nenv e koue kement-man d’imp, memes tra, Katellig. Klevet hoc’h eus petra ’neus laret an aotrou ? »
— « Ya, mes dont a rey ho traou ganec’h, an dro-man ? »
— « Kalz a fizans am eus, mes poent eo d’in mont da c’houzout. »
Hag hen ’trezek Bonen.
En eur dont, e treuze eur park e-lec’h e oa denved o peuri. Yann a grogas en eur maout du hag a zigasas anean gantan. Ne dreuzas ket ar blasenn gant e loen ; kemer a reas eun hent distro, a gasas anean d’an iliz dre an tu all d’ar vourc’h. Goude bezan sellet mat hag hen ne oa na person na sakrist war-dro, ec’h antreas en iliz gant e vaout ha, goude bezan staget mat anean ouz an diou gordenn gloc’h, e tec’has priman ma c’hellas dre ar memes hent distro. ne gavas den ennan, nag o vont nag o tont.
Al loen paour, boemet gant an traou a oa en-dro d’ean, a glaskas en em zistagan. Siouaz, pa grogas da lampat eus an eil tu d’egile, ar c’hleier a grogas da zon. Stravilhet gant ar muzik-ze, ar maout a zailhe hag a lampe gant kement a herr ma lakeas ar c’hleier da vralla, gwasoc’h eget o son d’eur vadeiant.
An aotrou person a oa en e gambr o labourat pa glevas ar zoniri-ze.
— « Kreiste dija ! emean en eur dapout
e vontr… Sell, n’eo ’met dek eur hanter.
Petra ’zo arru gant ar zakrist hirie ’ta ? Ha
pesort soniri ! Moarvat, evelkent, n’eus ket
graet a vadeiant hep beleg. »
Hag an aotrou person d’an traon ha trezek an iliz. Kavout a reas ar zakrist o tont ive herdan ma c’helle.
— « Petra ’zo, eme ar person ? »
— « N’ouvean ket, aotrou person, me ’gave d’in eo c’houi a oa o son ar c’hleier. »
— « n’oun ket, laouen avat ! Petra ’zinifi an dra-ze ? Daoust piou en dije bet an hardiegez d’ober an tôl-man ? Et prim da welet. »
Ar zakrist a redas buhanoc’h ; ar person a heulhias anean.
N’en devoa ket ar sakrist digoret an nor ’met a-boan ma teuas a-drenv en eur leuskel eur griadenn hag o chachan an nor gantan ken herrus ma spontas ar maout a-neve ha ma krogas ar c’hleier da vrallan gwasoc’h evit biskoaz.
— « Petra ’zo aze, eme ar person ? »
— « Aotrou person, et c’houi da welet, mar karet, rak evidoun nan in ket, sur a-walc’h… O ma Doue ! an diaoul, an diaoul e-unan a zo o son ar c’hleier. »
— « pesort kôjou ! Red eo d’it bean zod, eme ar person en eur digeri an nor. »
Siouaz, pa welas al loen du-ze o sailhat hag o lampat gant kement a fulor, ne chomas ket da zonjal na da zellet. O chachan an nor gantan taeroc’h c’hoaz evit ar zakrist, e laras da heman en eur grenan :
— « N’ouvean ket avat petra c’hall bezan an dra-man. Sell, pesort afer, ha penôs e refomp-ni ? »
— « Laret em boa d’ac’h, eme ar zakrist o krenan ’vel eun delien, liou ar maro en e gerc’henn. »
Trouz ar c’hleier en devoa souezet an holl vourkiz. Brud an neventi a yeas buhan a di da di ; an holl, bihan ha bras, a zirede hag en em vode war ar vered ha ne glevet gant an holl nemet eun estlamm : « O ma Doue, an diaoul, an diaoul o son ar c’hloc’h ! »
— « Ba ! an dra-ze n’hall ket bean gwir evelkent, eme unan bennak. »
— « Eo, eo ! ha gwir mat, eme ar re-all. An aotrou person e-unan ne gred ket tostaat outan. »
— « Me ’meus gwelet anean dre faout an nor, eme eur c’hrennard en eur grenan. Du eo ; Kerniou en neus ha sailhat a ra evel eur blei fuloret. »
— « Itron Varia ar Porjou, sikouret ac’hanomp, eme ar merc’hed. »
Yann a arruas ive evel ar re all. Mouez ar c’hloc’h hag an dud o redek ’devoa digaset anean evel ma treuze ar bourk. Bale a rae e-touez an dud, o lavaret evel an holl hag o klevet sonj pep-hini.Hen avat ne lavare seurt ebet ; gortoz a rae e du.
— « Ha piou a yelo d’e lemel, piou a yelo warnean ? eme an aotrou person d’eur blokad pôtred a oa en-dro d’ean.
Hini ne respontas.
— « Aotrou person, eme Yann, roet d’in ar zoutanenn a zo warnoc’h ha me ’zo ’vont da welet. »
— « C’houi, Yann ? n’eo ket gwir ze. O farsal ez oc’h ! »
— « Roet hi d’in hag e welfet »
— « Mar ne fell nemet ze, avat, Yann, ho po anei mar karet. »
Laket e voe unan da vont d’ar presbital da glask eur soutanenn-all d’an aotrou person hag heman a roas neuze da Yann an hini a oa gantan.
Yann a wiskas anei prim ha prim, hag, hep laret gir d’an dud a oa chomet bamet da zellet outan, ec’h antreas en iliz hag e serras an nor war e lerc’h.
Distagan a reas ar maout hag, o lezel anean da vale dre eun nor all, e tec’has e-unan war e lerc’h, o lezel an dud da c’hortoz en tu-man. Ha neuze, ar zoutanenn war e vrec’h, e kemeras e ziouc’har pemp bloa varn-ugent ’vit redek a-dreuz parkou betek maner Koad-ar-Barz.
An aotrou a oa er jardin pa digoueas.
— « Mestr, eme Yann, setu aman ar zoutanenn ho peus goulet diganin. »
— « Dija ! N’eo ket posupl evelkent ! »
— « Setu-hi aman, aotrou ; ha mar fell d’ec’h gout penôs em eus graet ma c’hont, n’ho peus nemet mont betek Bonen, ar vourkiz a zo c’hoaz, moarvat, war ar vered o c’hortoz ac’hanoun, nemet ha sonjal a rafent e vefen sammet war gerniou Paol goz. »
Red e oa bet da Yann, evel just, dispiegan penn-da-benn d’an aotrou penôs e oa bet tremenet an traou.
— « E gwirione, Yann, eme heman, n’am boa ket laret gaou en de-all, oc’h hanvan ac’hanout « Yann ar Burzudou » ; an hano-se a zo dleet d’it. »
— « Gwell eo ganin e talc’hfec’h mat d’ar promesa ho peus graet d’in ar mintin-man, aotrou. »
— « Bev en peuc’h, kemener ; paeet e vi, mes da c’hortoz, deus da zibri eun tamm asambles ganin. Goude, ec’h efomp da renta e zoutanenn d’an aotrou person, hag e kontin d’ean da droiou. C’hoant am eus e ves anaveet gant an holl evit « Yann ar Burzudou » hag e vezin evel-se ma-unan da baeron. »
Evel-se e voe graet. Yann ar Burzudou hag e hini goz, meulet hag enoret gant an holl, a vevas c’hoaz e-pad kalz a vloaziou dinec’h ha didrous en o lochig a Lann-Foenn, gras d’an tamm leve a roas d’ê aotrou Koad-ar-Barz ha gras d’an troiou diverrus a reas Yann goude c’hoaz. Ne oa hini er vro evurusoc’h evitê.
KOULMIG ARVOR.