Mont d’an endalc’had

Yan al Lolo hag e bried o vont d’ar baradoz

Eus Wikimammenn



Yan al Lolo hag e bried o vont d’ar baradoz


————


Gwechall, pa oan yaouank, em beze plijadur pa deue goazed Lambol deus koajou Kerne, d’al lêc’h ma ’z eent bep bloaz, en hanv, da gignat gwez dero da ober kouez da lakât gant ar c’hrec’hin evit ober ler anezo : atô o deveze eur gonchen nevez bennak da gonta divarbenn Kerneviz ; ne vezent ket gwir holl, poent ar c’hraza a veze lakeat. Ar pez a gaven an drolla deus o c’honchennou hag a zo gwir-bater koulskoude, rag holl e lavarent ar nemez tra, oa an dra-ma :

E kalz₮ tiegeziou deuz Kerne, er pedennou diouz an noz, e veze lavaret eur bater evit ma teuje ar pinvidik da binvidikât har ar paour da jom en e stad. Me gave d’in e vije bet dereatoc’h lavaret evit ma teuje ar paour da binvidikât hag ar pinvidik da jom en e stad ; kompesoc’h a sonje d’in e vije bet an traou, mes abaoue em eus sonjet ha gwelet meur a dra ha ne gavan mui ken iskiz peden Kerneviz. Marteze pa ho po lennet histor Yan al Lolo, c’houi a zonjo ive eveldon. Setu-hi ama :

Yan ar Gwen a ioa ganet e Landivisiau, er c’harter euz kear a reer anezan c’hoaz hizio ar C’hoz-Kastel ; e dud a ioa o chom en eun tam solier goz, deleziou mein en diavêz da bignat ebarz ; an deleziou, kredabl, a oa bet nevez eur wech bennak, mes evit brema n’oant ket ; meur a vean a vanke enno, ha bugale ar zolier a deue alies d’an traon a ruillou, mes bugale ar paour a vez kalet o memprou, ha goude beza kignet o friou ha pennduet o zaliou, bugale Kola ar Gwenn a zave, en eur ouela eun tammik, hag a iea da c’hoari ken dizoursi ha tra : Yannik a rea evel ar re all, mes setu pa ziskennas evit ar wech kenta da c’hoari etouez pôtred vihan e garter, ar re-ma a ioa nec’het o klask penoz henvel anezan, pa ’z eo gwir e oa eur Yannik all en o zouez ; hennez a oa o chom, just en traon, dindan ar zolier goz : unan avizetoc’h eget ar re all a lavaras : henma eo Yannik ar zolier, egile Yannik an traon ; e feiz kavet e voa mat e gôz hag an hanoiou-ze a voa dalc’het varnan. E Landi, ar bôtred koulz hag ar merc’hed o deus brud da veza distagellet mat, mes unan euz kamaraded Yannik a oa eun tammik berr e deod hag e leac’h lavaret Yannik ar Zolier a lavare Yannik al Lolo ; ar bôtred all a gave, kredabl, brao an hano-ze hag a lavare eveldan, ha divezatoc’h pa oa deut Yannik da veza bras ne veze grêt anezan nemed Yan al Lolo. Pa oa grêt e zeiz vloaz servich gant Yan e teuas adarre gant plijadur da jom en e zolier goz. Mont a reas da labourat var e vicher a givizer da di Yvon Grall en doa eur givizerez vras eun tachadik deus kear : ha prest goude e timezas da eur plac’h yaouank deus Bodilis a reat Mac’harit anezi ; eun toulladik brao a vugale o devoa ; an deleziou koz evel a c’hellit kredi n’eo ket gwellât eo a reant, ha bugale Yan a rea evel m’en devoa grêt o zad : dont bet an amzer a ruillou d’an traon ; n’eus forz, kreski a rejont ha fortunia ive d’o zro, setu ma chomas Yan ha Mac’harit o unan e solier goz ar C’hoz-Kastel.

Keit, ha ma chomas mat o c’horf da labourat ne vanke netra d’ezo ; beva dister a reant, mes kustum oant deus keusteuren dreut, ha p’o deveze eun tam yod kerc’h da goan e kave d’ezo o deveze bet eun tam brao a friko : siouas, gant an oad, e teuas ive varno ar poaniou ; Mac’harit ne wele mui anter sklerijen, ha Yan deut da veza kabac’h ne c’helle ket chom ouz ar chifalont da raklat ar c’hrec’hen ; e ziwesker a vanke d’ezan.

Tud Landi a zo bet ato mat ouz ar paour, hag an daou gêz koz ne vanke ket a voued d’ezo ; pa ’z ea Yan da ober tro kear gant e visac’h en deveze bara da ober meur a zervez ; gant an dillad eo e oa c’hoari ; keit ha ma he devoa gwelet Mac’harit sklêr, he dilladigou a veze atô net ; grêt e vezo enno kreven Jezuz gant nadoz Mari, lakeet tapis var dapis ; mes avat ne vezent ket toull ; brema awechou, Yan a veze gwelet e roched ha zoken e groc’hen ; ne rea ket kalz a van, ha Mac’harit ne wele ket.

D’ar mare-ze n’oa ket deut c’hoaz da Vrezal an Aotrou mat ha karantezus en deus bevet ha gwisket kement a beorien tro-var-dro d’e vaner. Daoust d’o faourentez, Yan al Lolo hag e bried, a en em gave eurus, ha bennoz araok mont d’o gwele, e lavarent o daouik ar bater gommun, ha pa veze echu, peb hini en e bart e unan a lavare goustad e bedennik da Zoue. Mac’harit a lavare : « Va Doue benniget, ne laoskit ket c’hanon var an douar ver-lerc’h Yan ! » hag henma diouz e gostez a lavare : « Gwerc’hez Vari benniget, lakit ac’hanon er baradoz e kichen Mac’harit ! »

An Aotrou Doue a zelaou atô an dud simpl a galon a bed anezan gant fizianz. D’ar zul Fask deus ar mintin, Yan, evel ma oa boaz bep bloaz, en devoa grêt e Bask ; Mac’harit a ioa bet digaset he Doue d’ezi en derveziou araok ; ha setu d’al lun, an amezeien, o veza ma ne glevent trouz ebed er zolier goz, a ieas da welet an nor ’ne veze morse prennet ; kaout a rejont Yan evel pa vije kousket en eur c’hoarzin, e japeled gantan en e zourn ; maro oa en eur bedi ar Werc’hez : Mac’harit pa glevas a gemeras kement a boan ma varvas ive arôk an noz ; an daou goz ne rejont ket kalz a zale d’an dud ; o daou oant sebeliet en eur gichen  ; d’ar meurz-Fask, etre an offeren hag ar gousperou e oant enterret ha lakêt er memez bez.

Yan o veza ma oa maro da genta, e en em gavas ive, evel just, da genta var hent ar baradoz ; mont a rea, gwisket gant e druillou paour, eun tam brao a lorc’h ennan, a c’hellit kredi ; grêt er devoa eun tam brao a vale pa deuas da zonj d’ezan deus e bried : « Sell ’ta, eme Yan, me zo sot, avat, o vont va unan d’ar baradoz ; red eo d’in gedal Mac’harit ; sur oun ne jomo ket pell var va lerc’h ; hag hen, azeza var ar c’hleuz, dindan eur voden dero ; n’oa ket pell edo eno pa glevas unan bennak o hopal « Yan ! Yan  ! » Ha Yan sevel en e zav da zellet en dro d’ezan  : ne wele netra : « Alo ! n’eo ket me eo a c’halver, e feson ; var an douar e oa ouspenn me a Yannou ; kredabl er baradoz ez eus meur a hini ive ; Louis ar C’hail deus Lambôl a lavare ez oa er baradoz naontek sant Yan ; kredabl o hopal da unan euz ar re-ze eo emêr ! » ha Yan oc’h azeza ’vit an eil gwech ; mes prest e klevas adarre Yan, Yan al Lolo  ! » En tôl-ma avat, ez eas d’ar red, d’he dambroug ; prest he gwelas o tont, tiz varni ; bale a rea eün gant kreiz an hent, anat oa e wele sklêr brema ; he c’hoef koton pluchennet, a dreuz kaër var he fenn, hag he daouarn ganti e godellou he zavancher pilpous, an hini he devoa bet vit he derou-mat digant gwreg ar Ger-Roux. Yan, kement a fouge a oa ennan, a en em lakeas da redet ha digouezet gant Mac’harit e lammas da bokat d’ezi evel da zeiz o eured.

Breman ez eont o daou kenver ha kenver gant an hent bras ; pa oant var an douar an daou bried a en em gleve kenan ; ne zave trouzik ebed etrezo, morse, nemed divar benn ar Baradoz. Yan a lavare e vije ar re baour digemeret eno gant muioc’h a henor hag a joa eget ar re binvidik, ha Mac’harit a lavare, er c’hontrol, e vije grêt er baradoz, evel var an douar, muioc’h a henor d’ar pinvidik eget d’ar paour ; edont adarre o vont d’en em zikanat divar goust an dra-ze, pa weljont dirazo palez kaêr ar Baradoz ; edot just o tigeri dor ar porched a lugerne evel pa vije an heol ebarz : « Sell ’ta, Mac’harit, eme Yan, emer o tigeri d’eomp an nor. » — : « E feiz, ya avat, Yan ; oh ! na kaera maner, kaëroc’h eo, e feac’h, eget hini Ker-Yan, n’peus ket a zonj, Yan, an hini hon devoa gwelet pa oamp bet e pardon sant Yan, er bloavez ma oamp eureujet. »

Ha setu ma klevjont ar c’hleier o son ; prest e weljont eur brosesion gaër o tispaka, eur groaz aour araok, bravoc’h vit hini Sant Thegonneg, eun toullad pannielou kaëroc’h ’vit re Lambôl, ha drapoiou gant an elezigou, eun dudi o gwelet : « Sell, eme Yan, erru oar d’hon c’herc’hat gant ar brosesion, evel ma ’z êr da ziambroug an Aotrou ’n Eskop, » hag e save sounna ma c’helle gant al lorc’h  ; Mac’harit ne oa ket nebeutoc’h enni, mes biken ne divije hen diskouezet : « Alo  ! ro peoc’h ; gwelet a ri… » Ne deas ket larkoc’h  ; ar groaz a dostea ; Yan a ziwiskas e voned ; Mac’harit a gemeras he chapeled, hag ez eant gant bordik an hent, en eur bedi ; ar groaz a dremenas ; ar zant he douge a reas eur musc’hoarz ouz an daouik koz, egiz p’o anavezje ; ar re all, dre ma tremenent a zelle outo ive gant karantez ; pa oant êt ebiou, Yan a gouezas e veudik en e zourn ; eun tammik mez ha dipit en devoa, mes Mac’harit avat a oa sounn he fenn ganti  : « Ah ! va denig paour, n’em boa ket lavaret d’it  ! » Yan gêz ne lavare grik ; eur zant koz, eun tammik poan d’ezan o vale, a deue varlerc’h ar re all en eur jilgammat, ha Yan d’e gaout : « Va den mat, c’houi a lavarfe d’in-me, da belêc’h ez a ar brosesion gaër-ze  ? »  : « Me a zo o vont da lavaret deoc’h : deac’h oa maro eun den pinvidik bras, hag emer o vont da gerc’hat anezan d’ar baradoz. »

En tôl-ma avat, Mac’harit ne ouie ket ken petra lavare gant ar fouge a ioa enni « Ac’hanta Yan, n’em boa ket lavaret d’it, Mes ar zant koz a lavaras, sioul, n’eo ket brao, en em zisput ken tost d’ar baradoz : « An den ma komzan deoc’h anezan, en devoa danvez, gwir eo, mes paour oa evelato, n’oa ket stag e galon outo, hag o roët en deus d’ar paour ; n’en em zervije ket euz e beadra evit debri friko ; ober a rea pinijen ; abalamour da-ze ar baradoz a vezo d’ezan evel ma ’z eo d’ar paour ; evit lavaret ar wirionez, bep wech ma teu eur julot en hon touez e vez grêt henor d’ezan hag ez a ar brosesion d’e gerc’hat ; setu ama perag : ar beorien a zo unan pe unan anezo, epad an amzer, oc’h erruout er baradoz ; dont a reont ebarz evel d’ar gêr ; ma ’z affe an anseignou er mêz bep wech ma teu eur paour ama, e vefent atô var zav hag e teuffet da inoui gant ar prosesionou ; ar re binvidik, er c’hontrol, a deu ken rouez er baradoz ma ranker kas ar bannielou d’o c’herc’hat evit rei avel d’ezo eur wech an amzer : Pegeit a zo a gav deoc’h n’eus deut julod ebed er baradoz ? Mat, ugent vloaz a zo, hag evelse e welit ne vez ket grêt a brosesionou re alies. »

Mac’harit ha Yan a jome sioul : rezon o devoa o daou. Ar brosesion a zistroe ; en em lakât a rejont en renk evel ar re all, hag ez ejont er baradoz e giz pa vijent êt d’ar gêr : lakeet e ouent da azeza e kichen ar mondian, ha ken kaër oa o c’hadoriou hag e hini ha pella ma c’hellent gwelet er baradoz ne welent nemed peorien, tudigou dister, labourerien, tud a boan pa oant var an douar ; ar re binvidik n’oant ket stank ; unanik bennak, ar re o devoa roet d’ar paour eul loden vras euz o danvez.

M.-A. ABGRALL.


————