Yan-Pipi, e vestrès, ac al laëron

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Covesçion eur pautr dilicat Yan-Pipi, e vestrès, ac al laëron   ►



XIV


Yan-Pipi, e vestrès, ac al laëron


————


Var ton : An Dogan.



1

Diçsul ar paour quès Yan-Pipi
En creis ar c’hoat a neus cavet
Eur bagad laëron dissacret.
An dra ze, pautret, o tisqo
Da vont da redec er c’hoajo.

2

Eul laër a saillas var Pipi,
Eul laër a lampas gant Mari,
Pipi nem lacqas da grena
Mari nem lacqas da vouëla.
An dra ze, pautret, o tisqo
Da vont da redec er c’hoajo.

3

Eul laër Pipi a ziscaras,
Eul laër Mari a zistroadas,
Var e gof a gouëas Pipi,
Var e c’hein a gouëas Mari.
An dra ze, etc.

4

Eul laër a furche yalc’h Pipi,
Eul laër a furche yalc’h Mari,
Pipi vel eur bley a youc’he,
Mari zioul bras a chomme.
An dra ze, etc.

5

Eul laër a vac’hate Pipi,
Eul laër a dastone Mari,
Pipi guès a nem difenne,
Mari goant a nem diffrete.
An dra ze, etc.


6

Aïhaou, ma goucq, eme Pipi ;
Aïhaou, ma choucq, eme Vari ;
En graç, me Pipi, paouezet !
En graç, me Mari, quendalc’het !
An dra ze, etc.

7

O ! me Yan, goassa bac’hadou ;
O ! me Mari, pebeus tauliou ;
E c’han da vervèl, me Pipi ;
E c’han da vervèl, me Mari ;
An dra ze, etc.

8

O ! me Yan, pebeus aubaden ;
O ! me Mari, pebeus souben ;
Na vin quen tyet, me Pipi ;
Me vo tyet c’hoas, me Mari.
An dra ze, etc.

9

Pevar mis goude an affer
Pipi na zonje quen el laër ;
Mœs Mari goant na hèlle quen
Prenna choucq lassou e c’horfen.
An dra ze, merc’het, o tisqo
Da vont da redec er c’hoajo.



————