◄ XVI. — Karantez Gwennola evit ar jardiner | XVII. — An eureud estlamm | XVIII. — An torfed diveza ► |
Eiz devez goude o oa ar brud dre ar barrez, o lavaret e oa Gwennola o vont da zimezi gant jardiner ar maner.
Peb hini a lavare he glapat, mes kalz a dud a zonje fall deuz an dimezi-ze, a c’hoarze goap da Wennola a gemere eur c’houër evit pried, pa c’helle kaout an dibab deuz ar noblansou tro-war-dro, pe eun den pinvidik bennag er c’honverz, pe eun offiser brudet bennag…
Goulskoude Herve Koëtmeur a glevaz trum ar c’helou, ha kerkent e kemeraz penn an hent evit dont da Boullaouën.
Deuz a Gemper beteg Karaëz, e reaz an hent en eur wetur paët ganthan.
Eno e kemeraz dillad kouer, e troc’haz he varo, o kemeraz eur baldol hag eur tranch, ha gantho da vaner an Tymeur.
Gwisket evel eun den o klask labour, e za da skoi war dor ar maner, war dro unnek heur deuz ar mintin.
An aotrou a resevaz anezhan, hag e lavaraz :
« Labour a gavfoc’h epad eiz devez, rak tammou traou em bezo da gempen araok eured va merc’h, a zigouez dimeurz kenta, da lavaret eo varc’hoaz penn-zizun.
Herve neuze, war gourc’hemen an aotrou, a ieaz er jardinn da gempenn an aleziou, da denna ar iot deuz a douez ar mein hag ar grouann.
Ekreiz he labour awechou, e wele o pourmen kazel oc’h kazel, ar jardiner gant he zimezell gaër Gwennola.
An tan en he zaoulagad, ar gounnar en he galon, e sonje e tostee deiz ar venjans. Sonjal a ree lampat war ar plac’hik-ze en dovoa kement karet, sonjal a ree sailla war an enebour-ze en devoa hen trahisset bloaz a oa, mes delc’her a reaz ganthan ar gounar en he greiz.
Eun devez, d’ar zadorn da c’huec’h heur deuz an abardaëz, an itron a deuaz er jardinn da bourmen gant he daou vugel, Henri ha Germaine. Chom a reaz eur pennadik da gomz gant an devejour.
— « Ar re-ma neuze eo an daou vugelik-ma a zo breur ha c’hoar d’an dimezell ho merc’h a zo he eured dimeurz ? »
« N’int ket a lavaraz an itron.
An daou-ma a zo d’in, hag eben n’eo nemed va lezverc’h, merc’h da wreg kenta va goaz.
Diez e kavan gwelet an dimezi-ze, rak ganthan e zai kalz deuz an danvez. »
— « A dra-zur e klevfec’h kaout diez, itron, ha mar kirit…
— « Mar karan petra ? »
— « Ah itron ! diez e kavan lavaret d’eoc’h, gant aoun na deufec’h… d’am gwerza. »
— « D’ho kwerza !… biken !… Ha ma zo eur voien bennag evit harz deuz an dimezi-ze, a galon-vad e roin an dourn.
— N’euz den abed dre aze a dost ?
— Den abed na wel ac’hanomp, kaozeit, aotrou, ha bezit dinec’h ! »
— Me itron, eo Herve Koëtmeur, va anaout a rit breman, me em euz c’hoant da laza an trubard-ze, ha fellout a ra d’in kaout etre va daouarn buez ar plac’h iaouank-ze e deuz great fae war va c’harantez. »
— Penaoz o teufec’h abenn euz ho taol heb na ouezo den.
— « Eo ! dont brao, itron, hag ar vuredad poëzon a zo ganen aman em godell, a deui abenn anezho. »
— « Penaoz ha pe heur e rofec’h d’ezho ar poezon-ze ? »
— « Da zeiz ho eured, pa vezint eat d’an iliz, me a zavo er gambr el leac’h ma tleint kousket pa deui an noz.
C’houi roio d’in diou weren vraz, a lakin war an daol e kichen ar gwele. Eno ive e lakin eun evach delisius, hag en he douez ar poëzoun.
Pa en em gavo an daou bried iaouank en ho c’hambr, seac’h ho c’horzaillen, ec’h evint pep a vanne deuz an evach-ze, ha prestik goude e kouskint evit ato, mes n’o devezo ket bet an eurvad d’en em garet, d’en em vriata.
Ha me a vezo laouen va spered, o sonjal ne vezo ket bet goënvet ar rozen gaër-ze gant eun trubard a lakeaz an disparti etre hou diou galon. »
— « Кarout a rafen, aotrou Hervé, e teufec’h a benn deuz ho taol, mes aoun em euz, danjerus eo ! »
— « Aoun abed, itron ! ar rozen-ze a rankan da droc’ha ekreiz he gened, hag he zroc’ha rin, kousto pe gousto…
An amzer a dremene ato, ha d’ar lun
goude lein, an aotrou a roaz e gount d’ar
chemino a ioa en e zervich eiz devez a oa.
Hen-ma kerkent a deuaz da Geraëz, da gerc’hat he zillad kaër en devoa lezet eno. Gwiska reaz anezho, ha d’ar meurz vintin e kemeraz hent Poullaouën.
Pa erruaz er bourk, ar c’hleïer a vralle, hag a zone kan al laouenedigez.
Ar weturiou a gomanse en em gaout, ha dija an daou iaouank a oar o vont da unani dre zakramant ar Briedelez, a ioa digouezet.
Herve neuze a deuaz raktal d’an Tymeur, ganthan, he zillad kaëra, eur vaz livet brao gantan en he zourn.
He zonj ne oa ket chom er bourk emesk al laouenedigez, mes he spered a ioa oll о sonjal penaoz dont a-benn deuz he daol muntr.
Pa erruaz eta er maner, an oll vetejen a ioa о labourat, o prienti eur pred deuz ar gwella, banvez evid an dud pedet.
Den na zonje drouk deuz an aotrou gwisket ken kaër, hag an oll a zonje e oa unan deuz tud an eured.
An itron a resevaz anezan er zâl kaëra a ioa er maner, hag eno, ho daou en eur eva eur banne gwin, eo oc’h en em glevchont evit ober an taol.
Prestik goude e savchont d’ar gambr, prientet abaoue ar mintin evit digemer deuz an noz an daou bried iaouank.
Trum ha trum an aotrou Herve a dennaz deuz he c’hodell eur voutaillad likur deuz ar c’haëra hag evel deuz ar gwella. Ekichen e oa laket diou weren euz an dibab.
Pa oa echuet ar gefridi, an daou vuntrer a ziskennaz d’an traon, ha trum e zachont da lakat an alc’houez deuz kambr an dud iaouank en he blas.
An aotrou a lavaraz neuze kenavo d’an itron, hag a dec’haz kuit deuz ar maner evit dont da Gemper, el leac’h e оа о chom.
Vardro kreizdeiz, ar weturiou en em gavaz er maner, dizro deuz ar bourk, ha da eun eur an oll a ieaz ouz taol evit debri ar friko prientet evitho dindan gwez huel maner an Tymeur.
Ouspenn pevar c’hant den a ioa ouz taol, hag al levenez ar vrasa a rene er c’halonou, eul laouenedigez heb he far a ioa merket war dal an oll.
War divez ar pred, wardro peder heur, an dud iaouank a gane soniou koz Breiz-Izel, evit gortoz ma zaint bremaik da zansal war letounen gaër ar maner.
Goulskoude Gwennola lavaraz d’he fried :
« Red vezo d’in bremaik mont da vid va boutou all, rak na vezin ket goëst da zansal gant ar re-ma nevez, glaza reont d’in va zreid.
Savomp bremaik d’hor c’hambr hag e chenchimp hor bouteier evit dansal easoc’h a ze. »
— « Gwir a leverez, Gwennola, ha va boutou ive a gavan striz, ne vezin ket em eaz evit dansal gantho.
Savomp raktal mar kerez, ha lezomp an dud-ma da gana ho zoniou.