Jakez Riou, Geotenn ar Werc’hez :
Bep mintin e tarzhe broñsoù hag e tigore bleunioù nevez.
An tommheolig a varelle ar peurvanoù ha letonennoù an hent ; ar glizin, ar penn-glas a ziwane er gwasked, e diribin ar c’hleuzioù troet ouzh ar c’hreisteiz, hag ar velionenn en em andore e geot al lezennoù. Er foenneier e krene beskennoùigoù ar c’hilked-broan ha kurunenn wenn an dro-heol. Ar valafenn hedro o fismige hag a floure o bleud gant hec’h eskell voulouz-seiz. Hag er girzhier, an drask, ar rujodenn, an tinter, ar golvan a richane d’an heol ; ar voualc’h a c’hwibane er strouezh, eilet a-bennadoù gant ar borzevelleg louet. Kemenn a raent an eil d’egile e livrine brulu an torgennoù hag e kammigelle an nadoz-aer a-hed ar stivelloù, ken mibin hag he skeud en dour.
An nevez-amzer a oa deut abred.
Edo Lotea o pignat gant ar c’harr-hent, bet o kerc’hat, er gêr dostañ, ur gazeliad geot ar Werc’hez da vleuniañ dor he zi. Mousc’hoarzhin a reas din gant ur mousc’hoarzh trist ha stummet diheverz. Azezañ ’reas ouzh man ar c’hleuz evit kemer anal. Un aezhenn glouar a hiboude a-us dezhi e trollennoù al lavrig hag ar gwezvoud.
Divougenn ha muzelloù Lotea a oa savet warno bleunioù, livrin e-giz ar brulu ; ha sklaeraet e kavis he daoulagad, a liv gant an oabl boull.