Mont d’an endalc’had

Geotenn ar Werc’hez

Eus Wikimammenn
Al Liamm, 1957  (p. 13-18)



GEOTENN AR WERC’HEZ


Bep mintin e tarzhe broñsoù hag e tigore bleunioù nevez.

An tommheolig a varelle ar peurvanoù ha letonennoù an hent ; ar glizin, ar penn-glas a ziwane er gwasked, e diribin ar c’hleuzioù troet ouzh ar c’hreisteiz, hag ar velionenn en em andore e geot al lezennoù. Er foenneier e krene beskennoùigoù ar c’hilked-broan ha kurunenn wenn an dro-heol. Ar valafenn hedro o fismige hag a floure o bleud gant hec’h eskell voulouz-seiz. Hag er girzhier, an drask, ar rujodenn, an tinter, ar golvan a richane d’an heol ; ar voualc’h a c’hwibane er strouezh, eilet a-bennadoù gant ar borzevelleg louet. Kemenn a raent an eil d’egile e livrine brulu an torgennoù hag e kammigelle an nadoz-aer a-hed ar stivelloù, ken mibin hag he skeud en dour.

An nevez-amzer a oa deut abred.


Edo Lotea o pignat gant ar c’harr-hent, bet o kerc’hat, er gêr dostañ, ur gazeliad geot ar Werc’hez da vleuniañ dor he zi. Mousc’hoarzhin a reas din gant ur mousc’hoarzh trist ha stummet diheverz. Azezañ ’reas ouzh man ar c’hleuz evit kemer anal. Un aezhenn glouar a hiboude a-us dezhi e trollennoù al lavrig hag ar gwezvoud.

Divougenn ha muzelloù Lotea a oa savet warno bleunioù, livrin e-giz ar brulu ; ha sklaeraet e kavis he daoulagad, a liv gant an oabl boull.


Goude debret gantañ e damm bara a zek eur, an tad a vutune, helmoet ouzh taol, e chik war balm e zorn, ha garenn e gorn e skalf e vizied evit skorañ e garvanoù dizant. Bep un eil sachadenn ha bep un eil mogedenn, e stoue e benn evit tufañ etre e zivesker, hag e lakae a-nevez e chik war ar palm kaledet. Ur roufenn don a oa war e dal. Edo dilavar hag alvaonet ouzh ar porzh.

Ar vamm a droidelle dre an ti.

— Petra a vezo graet ? emezi.

An hini kozh ne fiñvas ket e vuzelloù ha ne zistroas ket e benn.

— Petra vezo graet ? emezañ, goude ur pennad, heu !… heu !… Ar gwinizh a zo aet gant ar rev ; ar c’herc’h n’eo ket diwanet stank… heu !…

Skeud Lotea a dremenas war werenn ar prenestr.

— …gortoz.

Sevel a reas evit mont d’e labour.

Ar vamm a stouas he fenn.


An nevez-amzer a vleunie ar gwez, ar girzhier, ar peurvanoù, ar foenneier ha leton an hentoù ; al laboused a gane d’an heol ha d’o c’harantezioù nevez.

Lotea ne gavas boked mae ebet o vleuniañ dor he zi.

An tad en doa lavaret : …nann.


Ar mammoù a wilioudas ha bugaligoù nevez a vleunias en tiez. Bleunienn a c’hoanag ebet ne zigoras e kalon Lotea.

An tad a vire outo digeriñ.


Hag ar vugaligoù, krouet war-lerc’h al labourioù tenn, en amzer klouar ar peurzorn er bloavezh tremenet, a richanas e-giz laboused. Bleunioù ar gwez a c’holoas al leton.

Hag, er mare-se, an tad a lavaras ur wech c’hoazh e oa ret gortoz ur pennadig.

Ar vamm a hejas he fenn ha ne lavaras ger.


An dornerezed a voudas. C’hoarzhadeg ar yaouankizoù a skiltras war al leurioù dornañ. Lotea ne c’hoarzhas nag er poultrenn nag er pell ha ne skiltras ket he mouezh e boud an dornerez ; den n’he c’halvas, den n’he choupas, den ne bokas dezhi. Edo war he gwele pa oa dornadeg e ti he zad.

E-pad ur c’hornad butun, un dorner a c’houlennas digant an ozhac’h :

— Ha da verc’h, penaos emañ-hi ?

— Gwelloc’h eget ne gav dit, emezañ, krenn.

Daou zorner all, bet o tanañ ur c’horn en ti, a oa dres o lavarout en ur zistreiñ d’al leur :

— Lotea he deus skopet gwad.

— An dornerez en-dro ! a lavaras an tad. Hag eñ d’an ti.

Lotea morlivet war he gwele, a vousc’hoarzhas dezhañ.

— N’eus droug ebet, emezi.

An tad a zistroas d’al leur.

— Ne grede ket din, e soñje, edo hi ken fall. Petra a vo graet dezhi ?… Pelec’h e vo soursiet outi kerkoulz hag e ti he zad hag he mamm, ha pelec’h e kavo un aer yac’haus evel aer ar c’hoad, amañ ? Ret e vo din evelato… evit bezañ direbech… pa vo divrazet labourioù an eost, he c’has… Mont a ra falloc’h fall. Ma vo dispign, sentiñ ouzh ar wreg a vo bet graet…

Ne c’hoarzhas ket a-hed an deiz.

Koaniet e oa.

— Ha bremañ, yaouankizoù, ur ganaouenn hag un abadenn goroll, a gemennas ar vestrez.

Den ne reas an asvan da glevout.

— Kanañ ’reot an taol-mañ, emezi, en ur hejañ ur voutailhad rom plouz. Kemer ar werenn ’ta, va mab kaer.

Ar paotr yaouank a ruzias.

— N’em eus ket ezhomm, emezañ.

— Nag a c’heizoù gant ar baotred en amzer hiziv ! Kavout a ri an dibab eus ar merc’hed.

Ur paotr yaouank all a nac’has ; un trede a nac’has evelto.

Hep mar ez oant en em glevet.

— Piv a gemero ? a c’houlennas ar wreg.

— Kas ar rom-se ganit, eme an ozhac’h, na pa vefe nemet gant ar vezh. Pec’hed ober fae war rom ken ker.

Per, lesanvet an Trilonk, a astennas e zorn en ur grenañ. Ne oa ket krenerezh anoued na krenerezh kozhni : ha pa ne veze ket a-walc’h da evañ e-lec’h e laboure, Per a rae ur c’housk e-tal ar bern plouz hag a zistroe d’ar gêr.

— Va merc’h-me, eme Ber, en ur dostaat ar werenn ouzh e c’henou, va merc’h-me… a zo bet… klañv. Prenet em eus… he buhez, en ur werzhañ… ur park… va jav… va jav… hag ober tri… tri devezh falc’hat. Da rom ?… da rom, dal ! flaeriañ ’ra.

Ha Per a strinkas ar werenn ouzh ar voger.

An ozhac’h a c’hlazas.

Paotred yaouank a gasas ganto Per er-maez hag a serras dor an ti war o lerc’h.


Ne oa bet d’ar peurzorn na kanaouenn na koroll, ar pezh a zo un dismegañs evit un tiegezh a zoare.

Ha d’an diskar-amzer pa grene an delioù melenet e lein ar skourroù, ha pa gweñve war ar c’hleuz ar bleunioù diwezhañ, e serras Lotea he daoulagad e ti he zad hag he mamm. Ar marv a bokas dezhi hag a gutuilhas bleunioù re livrin he divougenn un deiz ma tremene war an oabl boull ur goumoulenn wenn.

Eus pep kêr, eus pep ti e teuas tud d’an douaridigezh. Eizh plac’h yaouank, peder ha peder, a zougas ar c’horf dre garrhent ar gwezvoud. Ar vamm, ur strafuilh ouzh he c’hlevout, a ouele a bouez penn hag a semplas dirak dor ar vered. An tad a chome simudet, prennet e javedoù, hag an diskiantegezh o skediñ en e zaoulagad. Hogen, pa welas lakaat ar fun dindan an arched, ha daou zen o tibradañ ar c’horf evit e ziskenn en toull, e tennas eus e askre ur vlejadenn vraouac’hus. Dirak ur seurt kalonad, gwazed zoken a stagas da ouelañ.


An ozhac’h kozh en em stleje d’ar gêr, mall warnañ degouezhout gant aon mankout en hent. Daeroù a zalle e zaoulagad hep gallout ruilhañ dreist ar malvennoù. Sellout a reas en-dro dezhañ, hag e kredas edo en un hent dianav. Ar gwez a oa uhelaet o ment, krommet o gwaregoù, kresket o skodennoù ha koshaet o oad, hag eñ en em gavas, en ur spontadenn, dizeriet ha diamzeret. Delioù kras a fiñvas etre e dreid. En tu all d’ar c’hleuz un aneval a zaoulammas e strouezh ar foz hag a drouzas er c’helenn.

— Pemoc’h ! a lavaras ur vouezh.

Kefioù an targosoù a dridas war an oabl.

— Pemoc’h ! a hope an targosoù.

An avel a c’hwitellas en-dro dezhañ.

— Pemoc’h ! a c’hwitelle an avel.

Ar vein kizidik a skrijas da bep kammed dindan e dreid.

— Pemoc’h ! a skrije ar vein.

An hini kozh a yeas buanoc’h. Ar mouezhioù euzhus a rede d’e heul, a greske, a dregerne er parkeier, er c’hoadoù, a damalle, a vrude…

— Pemoc’h ! a c’harmas ur vouezh all.

An tad a zisac’has eus e sav e kreiz an hent. Klevet en doa fraezh e poull e galon mouezh e verc’h Lotea o tamall he marv d’e bizhoni.

Nann. Ene Lotea a oa pell diouzh ar safaroù douarel, pell diouzh hor c’harrhentoù…


Evelato, pa dremenan e karrhent ar gwezvoud, poan am eus krediñ n’emañ ket anal Lotea e frond ar bleunioù hag he mouezh e boud an aezhenn pa glevan bep gwech ar c’homzoù a lavare din, p’edo harpet ouzh man ar c’hleuz, en he hent diwezhañ : Ne zigor ket bleunioù e geot ar Werc’hez.