War bont an Naoned (Duhamel, Le chant populaire)

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout War bont an Naoned.

Maurice Senart & Cie, 1913



Dessus le Pont de Nantes

(WAR BONT AN NAONED)


Adaptation française &

harmonisation de

Maurice DUHAMEL


Pajenn 1Pajenn 2
1

Pa oan war bont an Naoned, Ge !
Landemoa libere !
Berjeren o wela,
Un, deux, trois, delira !
Trois cavaliers de bois,
Landemoa megare !

2

Me welet eur verjeren,
Ge ! etc.
War ar pont o wela.

3

« Petra c’h eus-hu da wela,
Plac’hig, d’in-me leret ?

4

— Ma gwalen er mor kouezet ;
Piou ’yelo d’hi zapa ?

5

— Petra rofet-hu d’in-me ?
Me yalo d’hi zapa.

6

— Pemp kant skoet en aour melen,
Mar gallet hi zapa. »

7

Na d’ar c’henta plonjaden,
Ar walen ’oe gwelet :

8

Na d’an eilved plonjaden,
Ar walen ’oe touchet :

9

Na d’an dervet plonjaden,
Ar mab a oe beuzet !

10

He dad a oa er prennestr
O kommanz da wela :

11

« Tri mab an eus me ganet,
Ho zri ez int beuzet !

12

» En bered sakr an Drinded,
’M’eus tri mab douaret ! »